Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Milinoù ha kêriadenn Kergoad a zo chomet 'giz gwechall. Miret int dibaoe ar bloavezhioù 70
Milinoù ha kêriadenn Kergoad a zo chomet 'giz gwechall. Miret int dibaoe ar bloavezhioù 70 - ekomirdi menez are

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du vendredi 14 septembre 2018 Durée : 10min

Dalc'het 'vo gant ar 5vet post divyezhek e skol Plougerne ! Goude ur sizhunvezh a stourm eo deuet ar gerent a-benn d'o drec'h. Hag a nevez gant ar stourm da zifenn ti gwilioudiñ ospital Gwengamp ? Guillaume Bricaud a zispleg hiroc'h deomp. Anv a reomp ivez deus devezhioù europat ar glad e Kommanna.

Dalc'het 'vo gant ar 5vet post e skol Plougerne 

E Plougerne int aet betek an trec'h. Ar 5vet post skolaer divyezhek hag a oa en arvar a zo bet staliet en-dro 'barzh skol   bublik ar Priñs Bihan. Divizet n'oa an ensellerezh akademiezh e lemel kuit, sizhun goude an distro. Aloubet 'oa bet ar skol gant ar gerent ar sizhun dremenet ha dalc'het 'oa bet ar skolaerez war al lec'h. Harpet eo bet ar stourm gant an ti-kêr ha gant kannaded ar vro.  

Petra 'vo an disoc'h evit ti gwilioudiñ ospital Gwengamp ? 

Setu aze ar goulenn hon eus savet da Guillaume Bricaud, engouestlet 'barzh ar stourm da zifenn servijoù an ospital. Ur fest-noz souten a vo aozet e Pabu 'benn warc'hoazh hag abadennoù all 'zo da zont, rak serriñ a c'hellfe ar servij gwilioudiñ e fin miz Genver.  

C'hoari escape game e Menez Are 

Warc'hoazh, da vare devezhioù europat ar glad e vo deus ur c'hoari escape game en ekomirdi e Kommanna. Klask terc'het kuit diouzh un ti kozh o tiluziañ amrinoù, setu ar pal. Tro 'vo ivez da weladenniñ kêriadenn Kergoat dre ar pemp skiantenn.