Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Irma, ur gelc’hwidenn a nerzh 5 ‘barzh ar skeul
Irma, ur gelc’hwidenn a nerzh 5 ‘barzh ar skeul © Maxppp - UPI/MAXPPP

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du jeudi 7 septembre 2017 Durée : 7min

En Antilhez ez eus distruj e-leizh goude ar gorventenn Irma, embannet eo bet ar gartenn-skol da c’houzout peseurt klasoù a zigor pere a sarr, e Brest e oa aozet hiziv un devezh dizoloiñ ar skol-veur : setu keleier an devezh.

Distruj a zo forzh pegement gant ar gorventenn Irma hag a zalc'h d'ober he reuz en Antilhez

Avelioù o c'hwezhiñ tro 300 kilometrad d'an eur, ha n'eo ket echu. Porto Rico, Haiti pe c'hoazh Florida a vo paket dizale. Klevet a rimp Gwenole Gevel, bet o labourat evit Météo France.

Ar mintin-mañ eo bet dalc'het kuzul teknel an ensellerezh akademiezh hag ar sindikadoù skol

E Penn ar Bed e vo 18 klasad o serriñ, kemend all o tigeriñ. Dre benaos ? Diellfennet e vo ar gartenn-skol en abadenn-mañ.

E skol veur Brest eo an distro ivez

Un devezh dizoleiñ a oa hiziv en UBO, evit ar re war o bloavezh kentañ. Mont a rimp d'ober un dro eno.

Ha goude an abadenn geleier-mañ e vo dalc'het Diviz ar Yaou

Lezenn labour, RSI, kontradoù skoazellet : setu an temoù a vez displeget ganeomp e-stumm un daol-grenn ar sizhun-mañ.