Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Gardois du Bout du monde chez Cyril au Japon
Gardois du Bout du monde chez Cyril au Japon © Radio France - Servane Estarellas

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du mardi 30 avril 2019 Durée : 9min

Un impalaer nevez a zo e bro Japan. Ur japanadez a glevimp er c'heleier-mañ. Anv a rimp evel-just deus ar 1añ a viz Mae ha devezh al labourerien. Ar film "Plogo, des pierres contre des fusils" a vo diskouezet e festival Cannes 'benn ur pemzekteiz, ar sevenouerien a glevimp evel-just

Un impalaer nevez a zo bremañ e Bro Japan

Naruhito eo Impalaer nevez ar vro, p'en eus Akihito, e dad, roet e zilez.  Tudi Crequer en eus galvet ur japanadez, brezhonegerez anezhi, evit gouzout hiroc'h.

Devezh ar c'hentañ a viz Mae a vo warc'hoazh

Ha gant se en em vodo ar sindikadoù da lidañ gouel al labourerien. Mathieu André, perzh 'barzh ar sindikad SNES FSU a ziplego pegen a-bouez eo an devezh-se hervezan.

Film mil vrudet Nicole ha Felix Le Garrec, "Plogo, des pierres contre les fusils" a vo diskouezet 'ba festival Cannes !  

E 1980 o doa ar c'houblad bigouterien filmet ar stourm 'enep d'ar raktres kreizenn nukleel e bae Gwaien. Un teul-film arouezus mat deus ar c'houlz, pa oa bet harzet ar raktres bloaz war-lec'h. Kempennet e vez ar film a-nevez evit an daou ugent vloaz ha gant se eo bet rakdibabet evit daouzekvet festival filmoù ha tri ugent Cannes. Sebezet eo chomet Nicole ha Felix Le Garrec o klevet e vo perzh o film 'barzh ar rummad Cannes Classic.

D'ar 14 a viz Mae e tigoro Festival Cannes, gant un tamm deus istor Breizh ennan a-dra-sur... Ar pennad-kaoz ganeoc'h Manu ha Nicole ha Felix Le Garrec a vo da glevet en e bezh tuchantig 'barzh an abadenn...