Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Ar barz Aneirin Karadog 'n oa resevet ar gador veur e 2016
Ar barz Aneirin Karadog 'n oa resevet ar gador veur e 2016 - France 3 Bretagne

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du vendredi 3 mai 2019 Durée : 8min

Er c'heleier emberr e reomp anv deus : - Foot ha spi Brest da bakañ al lig 1 - Saveteiñ loened an atantoù gant ar gevredigezh Dianken - Ar barz a Gembre Aneirin Karadog

Gellet a rafe Brest pignat el lig unan en noz-mañ

Mont a ra ar skipailh foot da c'hoari a enep Béziers. Ma n'eo ket trec'het skipailh Troye, trawalc'h da Vrest bezañ rampo evit bezañ sur c'hoari el lig unan er c'houlzad a zeu. Gwellañ tra evel-just vefe reiñ lamm da vBézier, evel ma tispleg Erwann Konk suporter asidu Brest.
Un nozvezh melldorad tomm, da heulhiañ war hor gwagennoù evel-just.

Dianken, setu anv ur gevredigezh nevez savet e kreizteiz Roazhon

Solen Despres hag he gwaz a zo bet tost a-viskoaz deus al loened ha kroget int neuze da saveteiñ ar re wanañ. Met Dianken n'eo ket un SPA 'giz a weler e pep kêr. Loened an atantoù eo a vez degemeret ganto war bevar devezh arat. Hag evit ober war-dro an daou zegad a loened o deus ezhomm Solen ha François un tamm sikour.  Ur gwenneg a c'heller reiñ dre al lec'hienn Dianken.org.

"Aneirin Karadog, barzh e douar ar varzhed", setu anv un teul-film a vo skignet warc'hoazh war Frañs 3 Breizh

Bet eo Ronan Hirrien da-heul Aneirin, hag a zo unan deus barzed brudetañ Kembre. O vezañ bet desavet e brezhoneg gant e vamm hag e kembraeg gant e dad eo bet awenet Aneirin Caradog a-viskoazh gant ar barzhoniezh hag ar c'hlotennoù diabarzh. Al liamm-se etre an div vro eo 'n eus plijet d'ar sevener Ronan Hirrien.  
"Aneirin Karadog, barzh e douar ar varzhed" a vo skignet da 11e war Frañs 3 warc'hoazh 'barzh an abadenn Bali Breizh. Ar film-se eo hini kentañ ur c'henlabour etre hor chadenn rannvroel hag S4C, ar chadenn holl gembraeg. Adskoulmañ liammoù etre ar chadennoù tele a vo graet muioc'h-mui.