Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Le feu a été maîtrisé en début de matinée
Le feu a été maîtrisé en début de matinée © Radio France - Annaïg Haute

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du mercredi 15 mai 2019 Durée : 9min

Manifestiñ evit gwirioù ar skoazellerien-skol bugale ampechet. Obidoù Cédric de Pierrepont en Arvor. Nicole ha Felix ar Garreg e festival Cannes !

Peget an tan ar minti mañ 'barzh Teuzerezh Breizh e Kaodan er Morbihan.

N'eus bet den gloazet met distrujoù bras a zo e teuzerezh Breizh. Kizidik eo al lec'h dre m'eo leun a vekanikoù, a deknologiezh hag a broduioù dañjerus. Gall a raio lod deus an implijidi labourat adarre warc'hoazh vintin. 

Manifestet 'zo bet hiriv evit difenn an dud a skoazell ar skolidi ampechet, AVS pe AESH 

Cheñch 'raio statud ar skoazellerien skolidi ampechet gant al lezenn Blanquer. Diaboe 2017 eo ar Gouarnamant a c'hopr ar re a skoazell ar skolidi ampechet. Met kondisionoù fall-tre a zo gant an AESH eme Yann Foucher sekretour ar sindikad FSU e Penn ar Bed. 

Felix ha Nicole ar Garreg e festival Cannes 

Skignet e vo warc'hoazh e festival Cannes film Nicole ha Felix ar Garreg "mein a-enep fuzuilhoù". Kontañ 'ra ar stourm enep da greizenn nukleel Plogoñv. Skignet e vo er rummad Cannes Classique. Nicole ar Garreg