Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

"Fine" , ar vuoc'h brizh du mil-vrudet
"Fine" , ar vuoc'h brizh du mil-vrudet © Maxppp - Marc Ollivier/PHOTOPQR/OUEST FRANCE/MAXPPP

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du vendredi 17 mai 2019 Durée : 8min

Kolza trangenek, se na blij ket d'ar falc'herien OGK. War doenn uzin Monsanto Trebes emaint e su Bro C'hall. Unan anezho a glevimp. E Park an Arvorig emañ 3 zen yaouank oc'h adpakañ un atant gant saout brizh du. Ha pezh-c'hoari nevez Ar Vro Bagan a vo displeget emberr, o kontañ buhez Youenn Gwernig

Kant falc'her OGK a zo bodet en uzin Monsanto e Trebes kichen Carcassonne dibaoe ar mintin-mañ

Sevel 'enep 'reont d'ar stal vras hag a werzh kolza transgenek. Un nebeut bretoned o deus graet an hent betek kreizteiz bro C'hall. Jil en o-zouez. War doenn an uzin e oa tuchantig.
Ha goulennet o deus ar falc'herien OGK gwelet pennoù bras uzin Monsanto ha dilennidi ministerez al Labour-douar. 'benn warc'hoazh en Oriant e vo manifestet evit an hin hag a-enep da Vayer Monsanto.

Birvilh a zo e tiegezh Kervel e Hanveg

Tri zen yaouank a zo o sevel un atant bio, pa za perc'henn an ti war e leve..Gwerzhañ laezh, fourmaj ha bara a vo graet ganto 'benn ar bloaz a zeu, a-drugarez d'o saout brizh du. Loreidi int bet ar bloaz-mañ war ar galv d'ar raktresoù bet savet gant Park an Arvorig. A-drugarez d'ar 4000 euro a vo profet dezho e vint ka't da greskiñ o zropellad. 10 buoc'h ennañ evit poent. Katell Guillou a zo kargadez e Park an Arvorig.
Arc'hant a vank c'hoazh d'an triad tud yaouank 'benn kas o raktres betek penn. Sikour anezho a c'heller ober dre ar savenn Miimosa.

"War hent Youenn Gwernig"

Pezh nevez flamm strollad ar Vro Bagan a vo displeget emberr da 8e30. Gouestlet eo da vuhez d'ar c'haner, kizeller, barzh, skrivangner ha paotr an tele. Hag a bep seurt a vo war al leur ouzhpenn c'hoariva. Kan, sonerezh, video, trouzioù, gouleier ha kement zo. Pad 15 vloaz e oa divroet Gwernig er Stadoù Unanet hag eno 'noa darempredet Jack Kerouac.
Ha ma c'hwitit ar pezh c'hoari e Plougerne emberr, deoc'h da c'houzout e vo c'hoariet  "War hent Youenn Gwernig" d'an 3 a viz Gouere 'pad festival Kann al Loar e Landerne.