Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Niverusoc'h eo bet ar voterien en dro-mañ
Niverusoc'h eo bet ar voterien en dro-mañ © Radio France - Lagain Aurelie

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du lundi 27 mai 2019 Durée : 10min

En abadenn geleier e rimp anv deus an dilennadegoù europat ha tro-gaer an ekologourien. Diellfennañ a rimp ivez penaos o deus ar gomunisted kollet plas e maezioù Breizh. Hag anv 'rimp deus an dielloù kozh rastellet er CRBC.

12,5% deus ar voterien o deus mouezhiet evit strollad an ekologourien 

Dibaoe mizvezhioù e vez klevet ha gwelet tud yaouank o vanifestiñ evit difenn an hin hag hor flanedenn. Sell aze an disoc'h hervez Yann Fañch Kerneis, ezel eus ar strollad Europa Ekologiezh - ar Re C'hlas.  

Ha kalzig deus outo o deus lakaet ur baperenn wer er boestoù vot. Tudi Crequer en eus goulenataet ar voterien yaouank.   

Ur pennad klok a zo da lenn dre amañ  :

Ne vo kannad ebet an anv ar PCF e Strasbourg 

Ha se evit ar wech kentañ e korf 40 vloaz. Ar strollad komunour n'eus paket ken 2,49% deus ar mouezhioù disul. Padal eo bet kreñv ar re ruz e maezioù Breizh poent 'zo bet. Ha cheñchet tu o defe ar vretoned ? Setu respont Ronan ar C'hoadig bet embannet gantañ al levr "Campagnes rouges de Bretagne"

Niverellañ an dornskridoù kozh 

Un eostad brezhoneg da geñver 50 vloaz ar CRBC. Neb bennak n'efe dornskridoù a c'hell o fizioud d'ar greizenn e Brest. Numerizet e vint ha rentet d'o ferc'hennet. Teñzorioù vez a-welc'h ha 'vit darn anezho eo danvez labour 'vit an amzer da zont. Setu soñj Nelly Blanchard, kelennerez-enklaskerez e skol veur Brest hag ezel er greizenn enklask. Betek fin miz Even e c'heller kas e zielloù. Ur rentañ-kont a vo graet a-raok na krogo vakañsoù an hañv.