Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Warc'hoazh 'vo tu pakañ e goumanant en-dro 'vit souten skipailh rugbi Gwened
Warc'hoazh 'vo tu pakañ e goumanant en-dro 'vit souten skipailh rugbi Gwened © Maxppp - PHOTOPQR/OUEST FRANCE/Thomas Brégardis

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du mardi 28 mai 2019 Durée : 12min

Er c'heleier emberr e lakomp ar gaoz war ar sal Armorica e Plougerne ma c'hellfer gwelet ur sal sinema dizale. Lañs 'zo roet da sizhunvezh ar Mor-bihan ha bugale skol Diwan Gwened 'zo prest da vont war vor ! Eno ivez e vo tu prenañ e goumanant adalek warc'hoazh 'vit harpañ ar c'hoarierien rugbi.

Ur sal sinema e Plougerne ? 

Ur guzuliadenn foran a zo bet lañset gant an ti-kêr 'benn kavout diskoulmoù da wellekaat ar sal Armorika. Ur sal sinema a c'hellfe bezañ savet. Yannig Robin, aotroù-maer Plougerne a zisplego hiroc'h deomp.  

Kroget eo sizhunvezh ar Mor-bihan 

Bigi e-leizh a zo da welet betek fin ar sizhun. Bep eil bloaz e vez deus an darvoud meur mañ. Skipailhoù France Bleu a vo du-hont ivez evit luskañ abadennoù war-eeun. Bugale skol Diwan Gwened o deus kaset da-benn ul labour e-liamm gant sizhunvezh ar Mor-bihan. Tudi Crequer 'zo bet da welet anezho.

Koumanantiñ da glub rugbi Gwened 

Warc'hoazh e vo roet lañs d'ar c'houlzad koumanantiñ hag ac'hann da viz Eost 'zo spi da wel' un dribunell nevez er Rabine 'benn degemer 9000 arvester er c'houlzad da zont. Erwan hag Oregan, supporterien RC Gwened a glevimp diouzhtu.