Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Ar gwez pin a blij kalz d'ar biskoul-prosesioniñ
Ar gwez pin a blij kalz d'ar biskoul-prosesioniñ © Radio France - Aurélie Lagain

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du mercredi 29 mai 2019 Durée : 5min

Skrabadennoù, plakennoù ruz, allergiezh. Trubuilh a zo gant ar viskoulenn skaotus. He blev eo a zo flemmus ha nijal a reont gant an avel pa zeu an nevez-hañv. Gael 'zo bet paket fall nevez 'zo. Kontañ 'raio deomp e avañtur c'hwerv.

Skrab ha skab atav ! 

Dibaoe un nebeut bloavezhioù e vez chalet an dud muioc'h-mui gant ar viskoulennoù skaotus pe urticantes ma fell deoc'h. An amprevaned amheulier-se o deus blev a ra drouk. An tropelladoù biskoulennoù a vev er gwez pin hag er gwez derv ha gant an avel e nij o blev. P'en em gavont war an dud e teu skrabadennoù, drouk daoulagad, poan gouzoug. Gael Lefevere 'zo bet paket klañv gant ar viskoulennoù nevez 'zo, displegañ a ra deomp penaos eo 'n em gavet.