Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Niverus e vez an dañserien e Laz
Niverus e vez an dañserien e Laz © Radio France - Tudi Crequer

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

En abadenn geleier-mañ ez eomp da zañsal ! Toull-noz Le Point de Vue e Laz a lid e 50 vloaz ha Tudi Crequer 'zo bet da wel' nag a virvilh a zo bepred er sal vrudet. War vor ez eomp ivez pa vez gouel er Morbihan betek fin ar sizhun. Hiroc'h a glevimp diwar-benn ar bagoù Sinago.

Deomp da vrasañ toull-noz Penn ar Bed !!! 

50 vloaz 'zo 'oa bet digoret ar Point de Vue e Laz er Min Du. Dibaoe 50 vloaz neuze ez a tud ar vro da zañsal eno. Lañset e oa bet ar voutik gant Jean Jestin hag e wreg ha dont a ra dañserien ha riboulerien deus Penn ar Bed a-bezh, ha pelloc'h zoken a-wechoù.

Leizh a vagoù 'zo da wel' er mor-bihan betek fin ar sizhun

Gouel vras a zo war vor ha forzhig bagoù. En o-zouez ar bagoù Sinago. Arouez kumun Sine eo ar Sinago ha Daniel Fresneau a oar kement-tra diwar o fenn. 

Abadenn ar Begoù Bras

'giz bep Yaou da noz e tiellfennomp keleier ar c'houlz.
Anv 'vez graet emberr deus Dibab, ar bodad hag a zo o vont da gas ur sontadeg evit Breizh. Komz a reomp ivez deus an hin hag hor blanedenn hag a dro da foll.