Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Avel-greñv a c'hwezho war an aodoù
Avel-greñv a c'hwezho war an aodoù © Radio France - Aurélie Lagain

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du jeudi 6 juin 2019 Durée : 7min

En abadenn geleier-mañ e klaskomp gouzout hiroc’h war ar barrad avel a zo da zont. Hiroc’h a glevomp ivez diwar-benn sontadeg DIBAB evit an adunanidigezh.

'benn warc'hoazh e vimp paket gant ar barrad avel Miguel

Barroù avel greñv a vo evit eizh departamant ha Breizh izel a zo dija dindan evezh melen. Divoutin e vez deomp kaout amzer fall e miz Even ha daoust ma ne vo ket kreñv spontus ar gorventenn e vo distabil tuioù c'hwezhañ an avel. Gwenole Guevel a zo bet paotr ar meteo, hiroc'h gantañ war liv an oabl evit an noz-mañ ha warc'hoazh.
 Ha daoust ma n'eo ket ur gorventenn hon eus da chom war evezh memestra. Gwelloc'h gwareziñ an dafar hag a c'hellfe nijal e maez. Diwallit ivez da chom pell deus bord ar mor.

DIBAB

Ur sontadeg diwar-benn adunvanidigezh Breizh a vo sevenet gant an ensavadur arbenniket TMO eus Roazhon. Ar strollad Dibab a zo da vat o plediñ gant-se. Kement ha kas an dorzh d'ar gêr da guzul departamant al Liger Atlantel n'eus graet fae d'ur sinadeg 100 000 a dud a c'houlenne 'vefe dalc'het ur referendum evit Breizh Unvan pe get. 15 000 euro e koust seurt sontadeg. Arc'hantet e vo an darn vrasañ gant ar savenn internet Kengo. Ur bemzek goulenn bennak a z aio d'ober ar sontadeg-se. Brendan Guillouzic-Gouret a zispleg hiroc'h deomp.