Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Les photos des deux petits garçons ont été affichées sur les lieux du drame
Les photos des deux petits garçons ont été affichées sur les lieux du drame © Radio France - Soisic Pellet

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du lundi 10 juin 2019 Durée : 11min

Spontet eo an holl en Oriant goude m'eo bet falc'het daou vugel dec'h. Penaos prientiñ arnodennoù ar vachelouriezh ? Trubuilhoù ul labourer-douar bio e Daoulaz. Gouel ar C'havalcade e Skaer, setu rol ar c'heleier en noz-mañ

Anavezet eo bet an daou susped o deus falc'het bugale en Oriant

N'oa ket an aotre da vleniañ ha bleniañ a rae karr-tan e vamm. Ar gwaz en eus falc'het daou vugel en Oriant hag ar plac'h a oa en e gichen 'barzh an oto a zo bet anavezet gant ar polis. Ar paotrig a zek vloaz a zo marvet hag e genderv oadet a 7 vloaz a zo bet kaset da ospital Brest. Hiroc'h da glevet er c'heleier-mañ.

'benn sizhun e vo dalc'het arnodennoù kentañ ar vachelouriezh

Sañset emañ al liseidi oc'h adwelet neuze... Penaos bezañ prest da bakañ diplom ar vacho ? Tanguy Kermorgant, kelenner e Naoned a roio e guzulioù fur deomp.   

Gwall baket eo ul labourer-douar bio

E Daoulaz e sav trouz ma c'hellfe douaroù hag a vez labouret e mod biologel bezañ gwerzhet da beizanted all, o labourat e mod conventionnel. André Gac, perzh er c'huzul skoazell a ziplego hiroc'h deomp.

E Skaer e vez dalc'het gouel vras ar C'havalcade

Dibaoe 1923 e vez lidet Meurlarjez eno. Emgav er c'heleier-mañ gant Louis Montfort. Ar skaerat 'oa bet ganet ar memes bloavezh !