Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Derc'hel a ra ar stourm en ospitalioù
Derc'hel a ra ar stourm en ospitalioù © Radio France - Jade Peychieras

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du mardi 11 juin 2019 Durée : 8min

Klask a zo bepred war-lerc'h an dud o deus falc'het daou vugel en Oriant. Derc'hel a ra ar stourm en ospitalioù, Gweltaz Desmousseaux deus CGT ospital Brest a zisplego hiroc'h deomp. Roxane, setu anv ar film a vo embannet 'benn warc'hoazh war ar skrammoù bras. E Korle eo bet filmet.

Klask a zo bepred war-lerc'h an dud o deus falc'het bugale en Oriant

Ur galv da desteniñ zo kaset gant ar boliserien goude ar gwallzarvoud en Oriant.. Marvet eo ur bugel hag un eil zo gloazet kenañ, en ospital emañ bepred. O vont war droad 'oa an daou vugel p'int bet skoet gant un oto disul d'abardaez. Met aet 'oa kuit an dud a oa 'barzh c'harr-tan.  Neuze fellet a ra d'ar polis kaout soñj an dud a ouife tra pe dra diwar-benn an daou zen se.

Harzh-labour 'zo en ospitalioù e Frañs a-bezh diwar galv 4 sindikad

Dibaoe 3 miz eo tenn ar jeu. Goulenn a ra an implijidi e vefe kresket ar goproù ha kresket an niver a labourerien er servijoù. Embannet he deus Agnès Buzyn, ministrez ar yerc'hed e c'hellfe al lezenn war ar yec'hed skañvaat an urjañsoù. E 2022 eo medisined ar c'hêrioù ni rafe war-dro an "urjañsoù bihan". Embannet he deus ar vinistrez ivez e vefe postet arc'hant 'barzh an ospitalioù ma vez kalz kalz a labour ha kalz a dud o vont di. Gweltaz Desmousseaux a zo klañvdiour en ospital Brest hag ezel ar sindikad CGT.

Roxane, ur film savet e Korle

'benn warc'hoazh 'vo skignet 'vit ar wech kentañ film ar sevenerez Mélanie Auffret, Roxane gant Guillaume de Tonquédec, Léa Drucker, Jean-Yves Lafesse pe c'hoazh ar c'haner Michel Jonasz. Istor ur produer vioù bio eus ar C'hreiz Breizh, hag a zo sot gant ar c'hoariva. Evit saveteiñ e atant e krog da embann videoioù war an internet asambles gant e yar Roxane. Ar skeudennoù 'zo bet filmet kostez Korle e lec'h m'emañ familh Mélanie Auffret o chom.