Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Christopher Froome a zo bet gloazet 'toug Critérium an Dauphiné
Christopher Froome a zo bet gloazet 'toug Critérium an Dauphiné © Radio France - Mathieu Ferri

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du mercredi 12 juin 2019 Durée : 9min

10 000 post labour 'zo da bourveziñ e bed al labour-douar e Breizh, renevezet e vo ti gar Kemper hag ar reder Christopher Froome na vo ket perzh en Tour de France.

10 000 post-labour 'zo da bourveziñ

Dizoloiñ hag eskemm, setu gerioù stur "sizhunvezh micherioù al labour douar" hag a vez lusket evit an deizioù. E Breizh eo 7% deus ar gopridi 'ni labour e bed an atantoù ha kalz a bostoù 'zo da bourveziñ, tro 10 000. Micherioù kalet 'vit lod anezho ha gant se 'vez start d'an tiegezhioù kavout implijidi. Setu soñj Charlotte Kerglonoù, labourerez-douar.

Betek fin ar sizhun e vo stalioù, atalieroù hag emvodoù gant an implijerien, e pep korn ar vro, aozet gant Pol Implij.

Renevezet e vo ti-gar Kemper

Dizale e vo un dremm nevez gant karter ti-gar Kemper. Lañs a vez roet d'ar chanter adneveziñ. Dec'h evit kregiñ eo bet goulennet o soñj gant annezidi ar c'harter, 'benn gouzout petra 'blijfe dezho gwelet en ti-gar. Peseurt labourioù 'vo kaset da-benn ? Titouroù gant Léo Rozé.

Ne vo ket gwelet Christopher Froome 'vit Tro bro Frañs war velo

Kouezhet eo ar reder bremaik 'toug redadeg Critérium an Dauphiné, kostez Roanne, e kreiz bro C'hall. Skoet 'vije bet Chris Froome gant an avel ha kaset ouzh ur voger. Torret eo e vorzhed-askorn, ar "fémur". Gant se 'zo cheñchamant 'barzh ar program peogwir eo unan eus ar rederien varrekañ. Peder gwech 'oa aet ar maout gantañ e Tro bro Frañs.  Sot eo Yvon Guillosou gant ar marc'h houarn, sikour a ra evit aozañ ar Pariz-Brest. Dipitet eo 'blam ne vo ket gwelet Froome e-kerzh an hañv.