Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Enor 'zo bet roet da saveterien ar Sables-d'Olonne
Enor 'zo bet roet da saveterien ar Sables-d'Olonne © Radio France - Grégory Jullian

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du jeudi 13 juin 2019 Durée : 7min

Er c'heleier emberr e taolomp ur sell ouzh an enklask en Oriant da c'houzout hiroc'h war ar gwallvlenier, enor a zo bet roet da saveterien an SNSM ha kaozioù a vez e Brest da lidañ 50 vloaz ar CRBC.

Dindan ensell emañ ar plac'h a oa 'barzh oto ar gwallvlenier

Ouzhpenn mil ha dud o deus kerzhet en Oriant 'vit reiñ enor d'ar paotrig bet falc'het disul. Klasket 'vez bepred war-lec'h blenier an oto met ar plac'h a oa en e gichen a zo bet harzhet. Unan deus ar vugale, oadet a zek vloaz a zo marvet kerkent, egile, e genderv a zo gant koma bepred. Muioc'h da glevet er c'heleier-mañ.

Enor d'an SNSM

Kornioù boud a zo bet klevet 'mintin-mañ da 11e30 e pep lec'h war aodoù bro C'hall. Lidoù a zo bet dalc'het e koun tri savetaer deus an SNSM a oa marvet e bro Vendée digwener. Er Gelveneg eo n'em vodet 80 a dud. Ur vag deus al lise mor n'eus kemeret perzh. War aodoù Bro Leon ez eus bet taolet ur gurunennad bleunioù er mor gant akipachoù snsm enez Vaz, Rosko, Santeg, Kleder ha Ploueskat. Gérard Danieloù, eil dileuriad Snsm Penn ar Bed ha prezidant kreizenn Snsm Kleder n'eus kontet hiroc'h da Jañ Luk Bergot.

50 vloaz 'zo oa bet savet Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha keltiek e skol veur Brest

Evit an abadenn 'vez emgavioù ingal e kreiz an deiz, "méridiennes" o anv. Kement ha lakaat war-wel an hollad labour kaset en-dro gant enklaskerien ar greizenn. Hiziv eo deuet Jean Le Du ha Yves le Berr, kelenerien emerit war ar brezhoneg hag ar c'heltieg, da gontañ-kaoz diwar-benn "ar brezhoneg danvez studi'. Un ugent a dud a oa bremaik er CRBC.