Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Ar skodenn skol a c'hellfe sikour ar c'helenn vrezhonek
Ar skodenn skol a c'hellfe sikour ar c'helenn vrezhonek © Radio France - Lagain Aurelie

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du vendredi 14 juin 2019 Durée : 8min

Er c'heleier emberr e lakomp ar gaoz war ar c'helenn vrezhoneg hag a c'hellfe bezañ skoazellet gant ar skodenn skol. 105 000 sinadur a zo gant o hent etre Sant Nazer ha Pariz evit goulenn an adunanidigezh. Ha kizidikaat war ar reiñ gwad a vez graet, mont a rimp da heul ur valeer divoutin.

Un dizamm marteze evit an hentenn Diwan

Anv zo bet dec'h deus arc'hantaouiñ ar skolioù brezhoneg dre zoubidigezh 'barzh raktres lezenn skol ar fiziañs. Akord eo an deputeed hag a senedourien evit ma 'z afe d'ar skolioù skodenn skol, kumun ar skolidi eus an diavez. Ma n'eus ket e kumun ar skolidi-ze tamm hentenn divyezhzek ebet. "War evezh ranker chom 'mestra" eme Stefani Stol, prezidanatez Diwan.

105 000 sinadur a zo gant o hent da Bariz

Stourmerien Breizh Unvan, ur gevredigezh a c'houlenn an adunanidigezh a zo loc'het deus Sant Nazer 'mintin-mañ war velo. Davet ar gêr gapital emaint o vont evit reiñ ur skrid galv. "Kaout sell ar bodadenn vroadel ha prezidant ar Republik eo a fell deomp" eme Patrick Lecat, e penn kuzul Breizh Unvan Sant Nazer.

Devezh etrebroadel ar reiñ gwad eo hiziv

Kizidikaat war ar diouer a wad a gostez a ra strollad roerien gwad Porsall, harp ouzh Gwitalemeze, a hed an deiz. Skoazellet int hardi gant Goulven Elegoet, brudet evit taolioù sport a bep seurt.