Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Un glacier dans le sud de l'Islande.
Un glacier dans le sud de l'Islande. © Radio France - Thomas Pontillon

Les informations en langue bretonne Léo Rozé

Diffusion du mardi 24 septembre 2019 Durée : 10min

Labouret o deus skiantourien ar GIEC war cheñchamant an hin hag ar pezh a cheñch er morioù bras. C'hell bezañ diaes kavout ur sertifikad gant ar medisin evit ober sport. Ha diaes eo chom gourdoner skipailh mell-droad Gwengamp !

Petra a zo o cheñch er morioù bras ? Labouret o deus skiantourien ar GIEC war cheñchamant an hin hag ar pezh a cheñch 'bar morioù bras. Met ivez e broioù tost eus ar mor hag el lec'hioù ma'zo kavet dour skorn enno. Embannet e vo ur rentañ kont nevez dimerc'her hag oberennoù c'hellfe bezañ kinniget gant ar gouarnamant. Studiñ a ra Ana-Vari Tréguier ar morioù bras abaoe bloavezioù., hag ober a ra war-dro skol etrebroadel ISblue e Brest.

N'eo ket aes kavout ur sertifikad gant ar medisin

Penn-kentañ ar bloavezh-skol eo hag ar bloavezh-sport ivez, evit bugale zo ! Er maez deus ar skol e teskont judo, marc'hegezh, foot pe c'hoazh gouren. Met ret eo kaout ur sertifikad gant ar medisin evit gellout hen ober. Gant lod e vez gortozet fin ar miz a-raok tapout an tamm paper-mañ.

O klask ur gourdoner emañ War raok Gwengamp   

Skarzhet e oa Patrice Lair dilun da noz gant kuzul merañ ar c'hlub mell-droad. Gounezet o deus gwengampiz daou grogad war nav nemetken, abaoe e-penn kentañ ar c'houlzad. E pevarzek plas Lig daou emaint. Padal e oa e Lig unan ar skipailh betek miz Mae. Bez ez eus suporterien Gwengamp ha n'emaint ket a-du gant pennoù bras ar c'hlub.