Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Jean-Marc Dubin, ramoneur en Sud-Finistère
Jean-Marc Dubin, ramoneur en Sud-Finistère © Radio France - Benjamin Bourgine

Les informations en langue bretonne Leo Rozé

Diffusion du mardi 29 octobre 2019 Durée : 6min

Labour a zo war ar stern gant ar skarzherien-siminalioù ! Fellout a ra d'ur bern tud naetaat o siminalioù er c'houlz mañ abalamour d'an amzer yen ha gleb. Soner kentañ binioù bras bro Skos e Breizh eo Jean Gwilherm, mil vrudet e fin an naontekvet kantvet. Enoriñ a ra dastum bro Dreger paotr Benac'h.

Yen eo an amzer ha marteze ez peus tanet ar siminal pe an oaled en-dro. Met dav eo derc'hel soñj skarzhañ ar mekanikoù hag an dulenneoù, evit na vo ket a wallzarvoud gant an huzil. Ar siminalioù mod kozh, met ivez ar fornigelloù koat pe greunennoù a rank bezañ netaet. Per, o chom e Lannuon, a daol evezh deus e siminal.

Dastum bro Dreger a ra eñor d'ar soner Jean Gwilherm

Brudet ha disort eo Jean Gwilherm e bro Dreger. Paotr Benac'h a zo anavezet evit bezañ soner kentañ binioù bras bros Skos e Breizh. Un diskouezadeg a zo e ti kêr Benac'h abaoe fin miz Gwengolo ha betek an dibenn sizhun mañ. Evit lidañ fin an abadenn-se e vo aozet ur fest noz, war an ton bras, disadorn. Julien Cornic, ezel eus Dastum Bro Dreger, a gont deomp pegen plijet e oa an dud gant Jean Gwilherm hag e strollad e fin an naontekvet kantved.