Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Kavet ez eus bet tri c'horf e sez kevredigezh Don Bosco e Landerne.
Kavet ez eus bet tri c'horf e sez kevredigezh Don Bosco e Landerne. © Radio France - Morgane Heuclin-Reffait

Les informations en langue bretonne Léo Rozé

Diffusion du mercredi 4 décembre 2019 Durée : 9min

Kavet ez eus bet tri c'horf e Landerne dimerc'her vintin, e sez kevredigezh Don Bosco. A-benn warc'hoazh e vo an devezh harzh-labour broadel a-enep reform al leveoù. Fellout a ra d'ar c'henstroll "Brezhoneg war wel" lakaat gwask war an danvez dilennidi.

Korfoù un tad hag e daou vugel a zo bet kavet e Landerne dimerc'her vintin. Kavet int bet e sez kevredigezh Don Bosco. Gopridi o deus gwelet ur c'horf o tegouezhout el labour, e-tro eizh eur vintin. Lazhet e vije bet ar vugale gant an tad a-raok n'en em lazhfe, hervez an enklask evit poent. 

Manifestiñ a vo graet a-enep da adframm al leveoù

Un devezh harzh-labour broadel a vo ha bez e vo ur bern tud hag a gemero perzh enni, hervez ar sindikadoù. Tost kant skol a vo serret e bep departamant Breizh Izel, ha ne vo kazimant tamm tren ebet o ruilhañ er vro. Lena Catalan-Marcos, ezel eus FO e Brest, he deus respontet d'hor goulennoù.

Peseurt plas a vo roet d'ar Brezhoneg ?

A-benn tri miz e vo dilennadegoù an tiez-kêr. Lakaat gwask war an danvez dilennidi e fell d'ar c'henstroll "Brezhoneg war wel". Ur bodad kevredigezhioù ha strolladoù eo e bro Gemper. C'hoant o deus ez afe war-raok plas hag implij yezh ar vro, e Kemper ha kumuniezh kumunioù tro-dro. Arno Elegoed perzh e anv Bannoù heol er c'henstroll, savet ez eus bet ur bilañs deus ar skipailh a zo e plas e penn ti-kêr Kemper. Ha kinnigoù nevez a zo bet savet d'an holl danvez dilennidi.

Reportaj kaset a-benn gant Tudi Crequer