Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Toute la famille Rannou se mobilise pour bichonner Fiskoan avant son départ à Paris
Toute la famille Rannou se mobilise pour bichonner Fiskoan avant son départ à Paris © Radio France - Nolwenn Quioc

Les informations en langue bretonne Léo Rozé

Diffusion du mardi 18 février 2020 Durée : 5min

A-benn disadorn e vo dalc'het Saloñs al labour douar e Pariz. Ul levr a zo bet embannet, "Cheveux au vent" e anv, hag a gont penaos e oa bed ar melldroad e Breizh a-raok.

"An ti-feurm brasañ e bro Frañs" eo, e-giz e vez graet outañ. Ur bern vretonned a vo gwelet eno da ziskouez o micherioù hag o loened. Evel Michel ha Sandrine Rannou, o chom e Sizun, e Menez Are.  

Kas a reont unan eus o saout, Fiskoan he anv, d'ar Saloñs evit kemer perzh en ur genstrivadeg.  Sandrine hag he gwaz a ra war-dro anezhi er sizhun mañ neuze. Kas a reont unan eus o saout, Fiskoan he anv, d'ar Saloñs evit kemer perzh en ur genstrivadeg.

Ul levr nevez war ar melldroad hag ar gevredigezh

Cheñchet eo bet kalz bed ar melldroad dibaoe 35 vloaz. Pezh o deus merzhet mat Serge Masson ha Loeiz Bocquenet, bet c'hoarierien e Roazhon bloavezioù 'zo. Se zo koaz e felle dezhe kontañ penaos e oa ar foot e Breizh a-raok

Dastummet o deus Serge Masson ha Loeiz Bocquenet testenioù hanter-kant breizhat, bet c'hoarierien etre 1965 ha 1985. Ouzhpenn an istorioù fentus e klask Loeiz Bocquenet hag e gamarad sevel goulennoù donoc'h.

N'eo ket ul levr war ar melldroad hepken neuze. Gallout a reer kavout anezhañ el lec'hien cheveuxauvent.bzh.