Émissions Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Keleier Noz, les infos en breton

Par le mardi 17 janvier 2017
Podcasts : iTunes RSS
Re nebeut a amann a vez produet er vro er mare-mañ
Re nebeut a amann a vez produet er vro er mare-mañ © Radio France - Nolwenn Quioc

Degemeret ez eus bet Emmanuel Macron e Pondi gant tud a sav a-enep ar raktres mengleuzioù e Breizh, Keloù fall evit al lipouserien, hag a-benn nebeut e vo tu d'al liseidi mont war internet evit dibab pezh a vo graet ganto ar bloaz o tont.

Emmanuel Macron e-tal kevredigezhioù a-enep ar mengleuzioù e Pondi

O kabaliñ e oa Emmanuel Macron e Breizh. Goude Penn-ar-Bed en deus gweladennet ar Morbihan hiziv. Gortozet e oa e Palez ar c'hendalc'h e Pondi, evit komz gant dilennidi, da greisteiz, met ivez gant tud eus ar c'hevredigezhioù Vigil'oust hag Attention Mines, hag a sav a-enep ar raktres sevel mengleuzioù er vro.

Mankout a ra amann er vro !

N’eus ket trawalc'h a amann evit fardañ gwispid gant uzinoù eus ar vro. Perak e vez produet nebeutoc'h a amann ar bloaz-mañ ? Simpl eo : "Nebeutoc'h a laezh a vez produet ar bloaz-mañ eget warlene", a respont Jean-Paul Prigent, produer laezh ha melestrour e Sodiaal. Ouzhpenn n'eo ket ken diouzh giz implijout eoul evit fardañ, neuze e vez goulennet kalz muioc'h a amann gant ar stalioù.

Petra ober goude ar vachelouriezh ?

Lod eus al liseidi a oar dija petra o deus c'hoant ober goude an termen klas, met evit lod all eo ur goulenn torr-penn ! Evit sikour anezho da choaz e vez aozet, evel bep bloaz, ar saloñs Azimut e Brest, adalek diriaou. Ha digwener e vo digoret al lec'hienn "Admission Post-Bac", lec'h ma vo tu d'al liseidi ober o dibab. Poent eo kregiñ e-barzh neuze ! Petra a soñj dezho liseidi eus ar vro ? Selaouit ar reportaj er c'heleier.