Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Emmanuel Macron en deus selaouet aketus maered Breizh
Emmanuel Macron en deus selaouet aketus maered Breizh © Maxppp - Thomas Brégardis

Les informations en langue bretonne Nolwenn Quioc

Diffusion du mercredi 3 avril 2019 Durée : 10min

Ur prezidant ar republik ha div gelennerez eus Harvard er c'heleier fenoz ! komzet hon eus eus gweladenn Emmanuel Macron e Sant Brieg, hiziv, ha eus an eskemmoù a zo etre Roazhon 2 hag ar Stadoù Unanet. Ha tic tac, ne chom nemet un nebeut eurvezhioù evit leuniañ ar savenn Parcoursup.

Un devezh e Breizh, a-raok mont da Gorsika

Peder eurvezh o selaou maered Breizh, hag o respont dezho : tremenet en deus Emmanuel Macron an devezh e Breizh hiziv. E Sant Brieg e oa, gant 600 maer ha maerez. Hag hervez o frezidant, Dominique Cap, maer Plougastell, eo bet klevet kinnigoù maered Breizh gant prezidant ar Republik. 

Bec'h war liseidi ar c'hlas termen

Ne chom nemet un nebeut eurvezhioù d'al liseidi evit leuniañ goulennaoueg Parcoursup. Bez o deus betek hanternoz evit embann petra o deus c'hoant ober ar bloaz o tont, ha dibab dek stummadur, d'ar muiañ, lec'h m'o deus c'hoant kenderc'hel o studioù. Kejet hon eus gant ul lisead a zo pres war e chouk !

Kelennerien Harvard e Breizh 

Div gelennerez eus Harvard, ar skol-veur mil-vrudet e Stadoù Unanet, a zo e Breizh evit an deizioù. Prezegennoù diwar-benn barzhoniezh ha lennegezh ar broioù keltiek a vez ganto. Rak dedennet-mat eo an amerikaned gant ar gelted, a zispleg deomp Stefan Moal, kelenner e Roazhon 2.