Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Betek ar gourfenn ez aio Griezmann, Mbappé ha Giroud ?
Betek ar gourfenn ez aio Griezmann, Mbappé ha Giroud ? © AFP - Franck Fife

Keleier ar vro, e brezhoneg !

Diffusion du vendredi 8 juin 2018 Durée : 11min

D'ar gwener 8 a viz Even hon eus lakaet ar gomz war Kib ar bed mell-droad, a grog a-benn c'hwec'h devezh ; war un devezh aozet gant an UDB war al labour-douar ha war bered Lesneven, netaet gant tud a youl vat !

Chom a ra c'hwec'h devezh a-raok Kib ar bed mell-droad

Ne jom nemet c'hwec'h devez a-raok penn-kentañ Kib ar bed mell-droad ha ret eo gortoz ur sizhun c'hoazh a-raok gwellet ar re c'hlas war an dachenn e Russia.  A-enep Australia e vo ar match kentañ.  Met a-benn warc'hoazh e vo c'hoariet gant skipailh Didier Deschamps a-enep ar Stadoù Unanet. Ur match a vignoniezh eo met pouezhus kenañ 'neus displeget deomp Youn Toudic, sot gant ar mell-droad. 

Un devezh war al labour-douar aozet gant an UDB

Peseurt dazont evit al labour-douar e Breizh ?  Setu ar goulenn a vo savet d'ar sadorn 9 a viz Even, e kreizenn sevenadurel Nevez Amzer e Plañvour.  Aozet e vo un devezh prezegennoù gant UDB ar re yaouank.  

Dont a raio paisanted ha politikourien, evel Paul Molac, Jean-Luc Bleunven pe c'hoazh André Pochon, da eskemm war an ekonomiezh, an endro hag al labour-douar.

Digoust eo ha digor d'an holl. 

Bered Lesneven netaet gant tud a youl vat !

Zero fito e bered Lesneven. Difennet eo dija implijout pestisidoù met mont a ra pelloc'h an ti-kêr.  Divizet neus kas an holl produioù kimiek d'ar boubelenn hag implijout doareoù ekologel. Savet e oa bet ur galv d'an dud a volontez vat evit dizammañ labour implijidi an ti-kêr.