Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Gant ar broduerien saladenn oa implijet kalz a Vetam-Sodium.
Gant ar broduerien saladenn oa implijet kalz a Vetam-Sodium. © AFP - Fred TANNEAU

Les informations en langue bretonne Pauline Kerscaven

Diffusion du lundi 5 novembre 2018 Durée : 11min

Ar Metam-sodium, ar referundum e Kaledonia-Nevez, ar Brezel bras : setu temoù ar reportajoù skignet er c'heleier.

Difennet eo ar Metam-sodium  

Difennet eo al louzou-amprevaned, Metam sodium e-barzh. Klañv e vefe pevar-ugent den bennak ganto. Evel en un atant e Kleder, pemp den oa bet tapet fall gant al louzou-mañ. E-pad tri miz hepken e vo difennet da gentañ. 

"Met un dibab mat eo dija", hervez Youenn Lecoeur, deus ar gevredigezh Breizh vev. "Ne ra ket ar stad un dibab kreñv o tifenn ar Metam-sodium", eme Jean-Paul Runigo, ezel deus Dour ha sterioù Breizh.   

Referundum e Kaledonia-Nevez : "ur skouer evit tiriadoù all"  

Hag emrenn e fell deoc'h bezañ ? Ar respont a zo nann evit seiz hag hanter-kant dre gant deus ar C'hanakiz. Aozet e oa disul ar referundum e Kaledonia-Nevez. 

A-dost oa bet heuliet gant izili an UDB, hag e vouez-aotreet, Nil Caouissin. "Gant ur feur uhel a-walc'h evit an dizalc'hiezh eo ret marc'hata ur statud nevez. D'am soñj oa mat aozañ ur refereundum emdermeniñ hag e tlefe bezañ ur skouer evit tiriadoù all." 

Pet a Vretoned lazhet e-pad ar Brezel bras ?    

Da vare kantvet deiz-ha-bloaz fin ar brezel pevarzek, e kinnig France Bleu Breizh Izel deoc'h reportajoù e brezhoneg a-hed ar sizhun. Pet a Vretoned oa bet kaset da vrezeliñ ha pet anezho a zo marvet ? Ur gwir tabut a zeus abaoe bloavezhioù. 

240.000 : setu an niver a soudarded deus Breizh lazhet, hervez ar perzh a zo bet skrivet war monumant Santez-Ana-Gwened, goude ar brezel. E gwirionez, e vefe kentoc'h 130.000 soudard lazhet. Met ne vez ket kontet ar re marv goude an armistis, pe ar re klañv.