Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Kollet he deus Jennyfer Skouarneg tost un drederenn deus he froduadur avaloù-sistr ar bloaz-mañ
Kollet he deus Jennyfer Skouarneg tost un drederenn deus he froduadur avaloù-sistr ar bloaz-mañ © Maxppp - DR

Les informations en langue bretonne Tara Lagoutte

Emberr er c’heleier e reomp anv deus video nevez L214, deus kartenn an Tro-Bro-C’hall ha deus ar broduerien sistr.

Skignet ez eus bet ur video nevez gant L 214

Eno e weler leueoù en ur greizenn evit dasparzhañ anezho a-raok mont d’al lazhdi, ha skeudennoù all e tri atan disheñvel. Gwelet ‘vez jestloù feulz deus perzh an implijidi evit al loened. Klevet ‘vez ivez testeni un den en defe labouret eno. N’eo ket bet souezhet bras Michel ar C’hraz, saver saout e Rieg, en ur sellet ouzh ar video

Embannet eo bet kartenn ofisiel Tro Bro-C’hall 2020

Ha ne dremeno ket ar redadeg e Breizh. Dipitus eo evit lod deus ar vreizhiz. Evit lod-all, evel Rolland Keroulas, e vo un doare da zizoloiñ lec’hioù nevez.

Ne vo ket dastumet kalz a avaloù-sistr ar bloaz-mañ

Abaoe tri bloaz bremañ ez a falloc’h-fallañ an traoù, hervez an UNICID, Unvaniezh Broadel ar Broduerien Sistr. Yen-kenañ eo bet an nevez amzer ar bloaz-mañ, eme Jennyfer Skouarneg, produerez sistr e Terrug, ha baradoù avel a zo bet e miz Eost.