Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

E traoñv ar gwez-sapr Nedeleg e vo kavet ar profoù...
E traoñv ar gwez-sapr Nedeleg e vo kavet ar profoù... © Maxppp - Patrick Lefevre

Les informations en langue bretonne Tara Lagoutte

Aet eo Tad kozh Nedeleg war e stlejell, ha tremen a raio e-pad an nozvezh un tamm e pep lec'h er bed... War-eeun e oamp evit an oferenn e brezhoneg, e Trelevenez, ha graet hon eus ivez un droiad er stal Coop Breizh, e Kemper, evit eskemm gant tud o doa dale war o frofoù...

Ul lid Katolik eo ivez Nedeleg, evel just !

E brezhoneg, pe en div yezh, ez eus bet lidet un hanter-kant deus outo fenoz. Tu zo deoc'h adkavout ur gartenn resis war lec'hienn Ar Gedour.  E Trelevenez e oa hor c'hazetenner, Tudi Crequer, evit penn-kentañ an oferenn, da 7e.

Ur sapre redadeg eo bep bloaz just a-raok Nedeleg !

Gant tud 'zo eo diaes a-wechoù en em renkañ en a-raok evit kavout pep tra. Bet omp er stal Coop Breizh, e Kemper, ha tud a oa c'hoazh o klask mennozhioù eno, un nebeut eurvezhioù a-raok Nedeleg...