Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Marvet eo un toullad re a gwenan ar bloaz-mañ (skeudenn tennet e Toulouz)
Marvet eo un toullad re a gwenan ar bloaz-mañ (skeudenn tennet e Toulouz) © Maxppp - F Charmeux

Les informations en langue bretonne Tudi Créquer

Diffusion du jeudi 26 avril 2018 Durée : 8min

Klevet e oa bet fulor ur gwenaner a-vicher, n'eus kollet an hanter deus e ruskennoù. Bet e oamp bet da gemer perzh en ur staj c'hoariva ivez e Douarnenez.

Fulor ar wenanerien a-vicher

Biskoazh ne z'eus bet kement a gwenan lazhet. Hervez sindikad ar gwenanerien micherel e Breizh ez eus 30% deus ar ruskennoù a zo goulo, da lavaret eo 20 000 ruskenn lec'h ma ne z'eus gwenan bev ebetken. 'Benn dilun e vo gwelet gwenanerien neuze o vont war varc'h-houarn deus ar Faoued da Roazhon evit sevel klemm ouzh Kambr Labour Douar ar rannvro. José Nadan, sekretour sindikad ar wenanerien a-vicher deus Breizh a lavar deomp hirroc'h. 

Lenn hirroc'h / Une mortalité record d'abeilles en Finistère 

Jestraouiñ ha c'hoariva e-pad ar vakansoù

Ur staj jestraouiñ ha c'hoariva evit loc'hañ gant ar vakañsoù. Abaoe dec'h ha betek emberr 'z eus un 10 bennak a vugale etre 8 ha 15 vloaz, vez roet dezho un tanvañ d'an arzoù-ze gant Pennoù Sardines Akademi Douarnenez. Bet e oa Jañ-Luk Bergot da heuliañ ar staj-mañ ivez. 

Diviz ar Yaou | Gwarez an dielloù prevez

Da heul ar c'heleier e oa bet aozet ganeomp Diviz ar Yaou. Selaouit'ta an abadenn o klikañ amañ