Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Ezhomm 'zo stummañ an artizaned war ar c'hempenn tiez doujus deus an endro
Ezhomm 'zo stummañ an artizaned war ar c'hempenn tiez doujus deus an endro © Radio France - FRANCOIS DESTOC

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du mardi 27 novembre 2018 Durée : 11min

Prezegennet en deus Emmanuel Macron, ha komzet en deus diwar-benn ar c'hempenn tiez. Klevet e oa bet ivez er c'heleier, rener an embregerezh Askorn medical diwar-benn an Implant Files.

Kempenn an tiez evit espern arc'hant  

Ar Prezidant n'oa embannet dimeurzh vintin e c'hoant sikour an dud da gempenn brav o ziez evit dispign neubeutoc'h argant a-benn tommañ o annez. N'eus ket displeget dre ar munud penaos e vefe graet. Pierrot Normant zo kelenner e kreizenn deskarded Plerin lec'h vez desket ar micherioù a tonneour pe mañsoner. Spi zo gantañ vefe postet "muioc'h a arc'hant" met ret e vo ivez kenderc'hel da stummañ ar vicherourien hag an artizaned.    

Implant files : "arabat kaout aon deus an emboudoù hag an implantennoù"  

Reuz a zo e bed an emboudoù hag an implantennoù. Trubuilhoù zo abalamour da zielloù bet embannet gant kazetennerien ar bed a-bezh dindan an anv "Implant Files". Prouiñ a reont eo aes-kenañ gwerzhañ emboudoù hag implantennoù nul ha dañjerus a-wechoù. Denez Pichon a broduu seurt traoù just awalc'h gant e embregerezh Askorn Medical. "Arabat kaout aon da gaout un implatenn" emezañ.