Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Jean-Marc Roue, prezidant ar Brittany Ferries
Jean-Marc Roue, prezidant ar Brittany Ferries © Radio France - Tudi Crequer

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du mercredi 28 novembre 2018 Durée : 12min

Roet en deus e soñj Jean-Marc Roue prezidant ar Brittany Ferries diwar-benn ar Brexit. Léo Rozé a oa bet da reportajiñ gant manifesterien war borzh a goñvers an Oriant. Desket hon oa ivez e oa gounidoù mat da dennañ deus ar gwerzh sapr gant ar c'hevredigezhioù-kerent.

Gwelloc'h 'vefe sinet an emglev gant kannaded ar Rouantelez Unanet hervez ar Brittany Ferries 

Ar mintin-mañ e oa François de Rugy, ministr an ekologiezh, e assisoù ar mor. Komzet en deus e mesk traoù all diwar-benn ar jiletennoù melen. Prest eo ar gouarnamant da gomz ganto emezañ. Dalc'het e oa assisoù ar mor dimeurzh ha dimerc'her e sal ar C'houarz e Brest. Kantadoù a dud a oa deuet evit kaozeal diwar-benn dazont embregerezhioù e liamm gant ar mor.  Anat deoc'h e oa ivez b'ar jeu ar Brittany Ferries, paket fall gant afer ar Brexit. Pennad-komz gant Jean-Marc Roue, rener ar Brittany Ferries. 

Prenet ho peus ho kwezenn-sapr dija ?  

O tostaat emañ Nedeleg. M'ho peus bugale, marteze ez eus bet kinniget deoc'h gant ar skol prenañ ur sapin. Muioc'h mui a c'hevredigezhioù an tadoù hag ar mammoù a ginnig kement-mañ. Gounidoù mat 'zo da gaout ! Reportaj Nolwenn Quioc gant Laurent deus skol Diwan Brest ha Natacha Nedeleg deus Div yezh Redon.