Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Kenderc'hel a ra stourm ar jiletennoù melen e Breizh
Kenderc'hel a ra stourm ar jiletennoù melen e Breizh © Maxppp - Nicolas Le Querré

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du jeudi 29 novembre 2018 Durée : 7min

Kregiñ 'ra gopridi'zo da stourm gant ur jiletenn velen a-enep un taks war ar GNR a dalvezo 'benn bloaz evit an embregerezhioù o labourat gant ar beizanted. Komzet hon eus ivez diwar-benn un darvoud anvet "Les pieds dans le plat" a vo e Kemper. Hag roet e vo lañs da gip Europa melldorn ar merc'hed !

Rochedoù melen : kroget peizanted'zo gant ar stourm   

Dileuridi ar jiletennoù melen a gejo gant Edouard Philipe warc'hoazh. Keit-se o deus embannet ul listennad klemmvanoù dre ar rouedadjoù sokial. Hirr mat, SDF ebet, tailhoù hervez ar goproù, retred ebet dindan 1 200 euro, ar SMIC 1 300 euro net, skoazellañ an tiez koñvers bihan, degemer gwelloc'h ar repuidi ha kement'zo.  War ar stern emañ bepred strolladoù jiletennoù melen. Harpañ reont ivez tud embregerezhioù ar BTP, a stank pourvezhioù eoul-mein an Oriant ha Brest. Taksoù vezo lakaet war an GNR, ar "gaz oil non routier" , 'benn ar c'hentañ a viz geñver a zeu evi ar BTP, ha bloaz warlerc 'h evit an embregerezhioù a labour evit kount ar beizanted. Raymond Léon a labour justamant evit un embregerezh a seurt-se e-kichen Rochtreun. 

Kregiñ a ra fenoz kib melldorn Bro Frañs

Da nav eur emberr e vo roet lañs da gib europa melldorn ! Aozet eo an holl vatchoù e Frañs, ha lod diouto a vo zoken e sal an Arena e Brest. Lañset e vo ar jeu gant skipailh merc'hed bro frañs a-enep da Vro Rusia. Marianne Bleunvenn a zo ezel deus skipailh melldorn Plabenneg. Gounnit ar c'hip c'hellfe ober skipailh bro frañs emezi !

An darvoud "les pieds dans le plat" evit deskiñ debriñ gwelloc'h  

Ur saloñs war ar mod da zebriñ mat ha da gaout plijadur o tebriñ. Setu tem an darvoud anvet e galleg "Les pieds dans le plat". Aozet e vo digwener gant kumuniez kumunioù Kemper Breizh Izel. A-hed an dervezh e vo un toullad darvoudoù a-benn kizidikaat ar re yaouank, studierien pe liseidi. Diouzh noz, adalek 19e30, e vo ur brezegenn digor d'an holl. Sten Furic a vo war al leurenn evit prezegenniñ, e penn an embregerezh La compagnie bretonne eo. Fardet e vez gantañ boestoù-mir pesked. Pouezus eo hervezañ seurt darvoudoù evit displegañ d'an dud penaos eo fardet ar boued.