Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Goulo eo lod deus stalioù eoul-mein Breizh Izel (amañ e Kemper)
Goulo eo lod deus stalioù eoul-mein Breizh Izel (amañ e Kemper) © Radio France - Tudi Crequer

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du lundi 3 décembre 2018 Durée : 12min

Start e krog da vezañ ar jeu evit an dud o deus ezhomm deus en o c'hirri-tan. Goulennet hon eus e ali ivez digant Gerard Laheleg, eil brezidant rannvro Breizh. Ha daoust d'ar reuz eo bet lidet gouel Nedeleg gant skolidi Kemper !

Rochedoù melen : start leuniañ kof ar c'hirri-tan 

Stanket naet eo c'hoazh pourvezhioù eoul-mein an Oriant ha Brest. Start mat pe zoken dibosubl naet ober esañs e Breizh-Izel. Pa chom c'hoazh takennoù esañs en ur stal bennak eo ret d'an dud kemer neubeutoc'h evit 20 pe 30 euro pep hini. E Penn-ar-bed, pevar stasion esañs e Brest, Kemper, Pleiber ha Plouigno a zo bremañ gouestlet d'ar boliserien, archerien, ospitalioù, ambulansoù pe c'hoazh medisined ha klañvidourien. Start kavout esañs e kostez Brest pe Boulvrieg hervez Goulc'hen Biger ha Kristof Marquier.

Rochedoù melen : peseurt diskoulm ?  

"N'eo ket echu ar reuz" eme Gerard Lahelleg, eil brezidant rannvro Breizh e kard deus an transportoù. Kompren 'ra mat perak emañ an dud o vanifestiñ hag hervezañ eo pase poent d'ar gouarnamant klevet ouzh an dud ha n'eo ket selaou anezho tra ken.   

Gouel Nedeleg skolidi Kemper 

O tostaat emañ Nedeleg ha Ti ar Vro Kemper a ginnig un arvest d'ar re vihanañ. Skolidi an hentennoù brezhoneg o deus dizoloet dilun an abadenn "Klew". Un arvest displeget dre ar sonerezh, ar c'han e brezhoneg, an tresadennoù pe c'hoazh yezh ar sinoù. Hélène Brunet a son laod, Yuna Leon a zo deus ar violoñs ha deuet eo Thumette Leon da glokaat ar strollad. Bouzar eo hi, setu m'eo "Klew" un abadenn liesyezhek. Reportaj kaset a-benn gant Katell Uguen.