Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Manifestiñ a raio c'hoazh disadorn ar jiletennoù melen e Kemper
Manifestiñ a raio c'hoazh disadorn ar jiletennoù melen e Kemper © Maxppp - Vincent MICHEL

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du jeudi 6 décembre 2018 Durée : 7min

Komzet e oa bet ganeomp diwar-benn stourm ar jiletennoù melen. Nullet eo bet an telethon e kreiz kêr Kemper abalamour d'ar vanifestadeg a vo disadorn, daoust-ha nullet e vo e lec'hioù all ? E kreiz-kêr Kemper e vo digoust ar parklec'hioù justamant evit sikour ar gomersanted.

Treut ar peurriñ gant komersanted kreiz-kêr abalamour d'ar manifestadegoù

Reuz oa bet div sizhun-zo e Kemper. Aozet e vo kalz gwelloc'h an traoù ar wech-mañ gant ar jiletennoù melen. Disadorn e vo, evit ar wech kentañ, deus paotred ha merc'hed gant rochedoù melen oc'h ober war-dro ar surentez hag o evit evezhiañ ouzh an dibunadeg. Ouzhpenn hanterkant jiletenn velen 'zo prest dija da vezañ er skipailh surentez. Hag evit anavezout anezho e vo un dro vrec'h oranjez ganto. 

Abalamour d'ar reuz plantet d'ar 17 a viz Du eo bet divizet gant aotroù-maer Kemper e vefe digoust parklec'hioù kreiz kêr Kemper bemdez diouzh an abardevezh betek Nedeleg.  Kement-all da vroudañ an dud da staliaouiñ er c'hreiz-kêr hervez Ludovic Jolivet. E penn ar stal Coop Breizh emañ Kaou Gwenn hag evitañ eo un dra vat. 

Ankeniet eo aozerien an Telethon gant emsavadeg ar jiletennoù melen 

Abalamour d'ar vanifestadegoù eo bet nullet an abadennoù a vo 'benn disadorn e kreiz-kêr Kemper da skouer. Ret eo d'an aozerien aozañ ar gouel war ur mod disheñvel war ar prim.  E Bro Leon, e Plourin Gwiltameze, da skouer, lec'h vo abadennoù sonerezh, sport  ha kement zo e oa pase ankeniet an aozerien. Met sederoc'h int memestra gant fin an diouer a zour tan. Reportaj Jañ-Luk Bergot gant Mikael Konk, Bernadette ha Marie-Thérèse.