Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Des personnalités bretonnes réclament la réunification de la Bretagne
Des personnalités bretonnes réclament la réunification de la Bretagne © Mikaël Roparz -Radio France

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du vendredi 7 décembre 2018 Durée : 12min

Manifestadegoù e-leiz en dibenn-sizhun-mañ. Jiletennoù melen a vo gwelet c'hoazh, stourmerien an adunaniñ a vo ivez e Roazhon, manifestadegoù ar roz-moc'h a oa ivez fenoz e meur a lec'h.

Souten a reont ar jiletennoù melen kousto pe gousto   

Reuz ha freuz a sav e lec'h mañ lec'h abaoe penn kentañ emsavadeg ar jiletennoù melen. Met un toullad tud a gendalc'h krik ha krak da souten ar vanifesterien 'giz Youn, retredad o choum e Montroulez. 

Adunaniñ Breizh a vo goulennet c'hoazh e Roazhon  

E Roazhon e vo deus ur vanifestadeg evit an hin, unan all gant ar jiletennoù melen hag unan all c'hoazh gant stourmerien an adunanidigezh. Ur galv zo lañset gant ar strollad 44=Bzh evit mont da vanifestiñ adalek 14e war ar Mailh Fañch Mitterrand. Tangi Poisson, zo ezel deus ar strollad 44=BZH, unan eus aozerien ar vanifestadeg eo ivez.  

Galv ar roz-moc'h en Arzhanaou ivez   

Hiziv c'hoazh eo bet manifestet gant an emzav "roz-naer a fell deomp kaout !". Galvet eo an dud d'en em vodañ dirak o zi kêr, da 18e30, bep gwener kentañ ar miz evit lavaret nann d'al louzeier kimiek . Produioù implijet dreist-holl gant al labour douar stank ha stank. E touez ar vanifesterien emañ Fanny Chauffin en Arzhanaou e traoñ Penn ar Bed.  

Troet eo bet anvioù ar Pokemoned e brezhoneg !  

Anavezout a rit "Watig", "Troc'hadenn", "Luc'hodenn" ? Ur brezhoneger deus bro Picardie n'eus lakaet e brezhoneg anvioù ar 151 pokemon kentañ.  Adkavit ur pennad-komz gant Anthony Guéchoum