Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Ul lodenn deus skipailh ESAT Kan ar Mor Kemper. Jakez ar Gouerou a zo an trede a gleiz
Ul lodenn deus skipailh ESAT Kan ar Mor Kemper. Jakez ar Gouerou a zo an trede a gleiz © Radio France - Tudi Crequer

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du vendredi 27 avril 2018 Durée : 11min

Komzet e oa bet ganeomp diwar-benn perc'henn nevez preti Ploneour Menez, diwar-benn 50 vloaz kevredigezh Kan ar Mor. Hag ar mell goulenn a zo bet savet ganeomp : gant piv ez aio ar sardinenn aour ar bloaz mañ ??

Chom a raio digor Ty Grean, preti Ploneour Menez   

Muioc'h mui a ostalerioù ha pretiez a gustum serriñ, dreist-holl war ar maezioù. Padal ur perc'henn nevez zo o paouezh kaout ostaleri an Ty Grean, e Plouneour Menez. Pierre Duval paotr Pleiber zo ouzh ar stur abaoe teir zihunvezh zo. Laouen tout an dud welet vezo kendalc'het servichañ predjoù kreizteiz d'al labourien a-hed ar sizhunvezh. Reportaj Jañ-Luk Bergot. 

50 vloaz ar gevredigezh Kan ar mor  

Abaoe 50 vloaz e klask ar gevredigezh Kan ar Mor reiñ ur plas e bed al labour d'an dud ampechet. Pa ouezer ez eus 18 % deus an dud ampechet a chom dilabour. Dorioù digor ESAT Kemper a oa hiriv. Jakez ar Gouerou a zo e penn unan deus skipailhoù gopridi Kan ar Mor. Arabat krediñ ez aio difonn al albour gant tud ampechet emezañ ! Pennad-komz gant Jakez ar Gouerou ha Tudi Crequer. 

Piv a c'hounnezo ar sardinenn aour ?   

D'ar Sadorn 28 a viz Ebrel e vo aozet ar Chakod Noz. Kenstrivadeg filmoù berr e brezhoneg bet filmet gant un benveg godell eo. Aozet e vo e MJC Douarnenez adalek 18e. An eil gwech eo da z/Daoulagad Breizh hag Emglev Bro Douarnenez aozañ ar Chakod Noz. Kaset zo bet dezho 45 film ar bloaz-mañ. Displegadennoù Youn ar Maout deus Daoulagad Breizh.