Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Ar retrididi a zo ar re gentañ a vez gant an tailhoù dastumet diouzhtu war ar gopr
Ar retrididi a zo ar re gentañ a vez gant an tailhoù dastumet diouzhtu war ar gopr © Radio France - Sylvie Cambon

Les informations en langue bretonne

War cheñchamantoù ar bloaz nevez ez eus bet lakaet ar gaoz e keleier an noz : war an tailhoù a vo dastumet diouzhtu war ar goproù, ha war stumm nevez ar gont stummañ personel. Ha ma klaskit petra ober gant ho kwezenn sapr, ur menoz hon eus evidoc'h !

Gant an dud war o leve ez eus bet paeet an tailhoù mod nevez

Abaoe ar c'hentañ a viz Genver e vez dastumet an tailhoù diouzhtu war ar goproù. Evit ar re a labour e vo gwelet ar gopr o tiskenn e fin ar miz, met gant ar retredidi e vez resevet o leve er mare-mañ. A-benn fin ar gont ne vo ket paeet muioc'h a dailhoù, met ur cheñchamant bras eo memestra. Met evit Youn ar Roue, bet sekretour departamant an FSU a zo war e leve bremañ, n'eo ket an dra bouezusañ.

Cheñch a ra stumm ar gont stummañ personel

War ar CPF, ar gont stummañ personel, ez eus tu da bep hini gouzout penaos ober evit kregiñ gant ur stummadur ha pegement a zo evit arc'hantaouiñ anezhañ. Cheñchet ez eus bet stumm abaoe penn kentañ ar bloaz : bremañ ne vez ket bouetet gant eurvezhioù, met gant arc'hant. Hag un dra vat eo evit ar c'hreizennoù stummañ, a lavar deomp Katell Uguen.

Petra ober gant ar wezenn sapr ?

Echu eo Nedeleg, tremenet Kalanna hag erruet ar roue er c'hraou, emañ ar wezenn-sapr o koll he delioù. Poent eo soñjal en petra a vo graet ganti. Plantañ anezhi e-barzh an douar, he drailhañ evit ober skolp evit al liorzh, pe kas anezhi d'an ti-lastez... Pe lakaat tan e-barzh ! Setu pezh a vez kinniget gant Ti ar Vro Kawan, a vez oc'h aozañ un tantad gwez-sapr, evel bep bloaz.