Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Labourat a ra asambles Tudual Hervieux (a-gleiz) ha Jorj Botuha adalek ar 1añ a viz Genver
Labourat a ra asambles Tudual Hervieux (a-gleiz) ha Jorj Botuha adalek ar 1añ a viz Genver - Myriam Jegat

Les informations en langue bretonne

Diffusion du mardi 8 janvier 2019 Durée : 9min

Ur cheñchamant bras eo e bed ar sonerezh e Breizh : bodet o deus daou eus ar saverien vombard brudetañ ! Lakaet eo bet ar gaoz ivez war ar vakañsoù a erruo buan-tre evit ar skolidi, ha war krogad warc'hoazh evit Gwengamp, e Pariz

O paouez echuiñ eo vakañsoù Nedeleg, hag eo dav soñjal e vakañsoù miz C’hwevrer !

Ar bloaz-mañ n'eus nemet 5 sizhunvezh skol evit skolidi akademiezh Roazhon etre nedeleg ha vakañsoù ar goañv. Met warlerc'h e vo dav dezho labourat e-pad 11 sizhunvezh, hep ehan. Goulennet hon eus gant skolaerien petra a soñje dezho eus an afer-mañ.

Evit an eil gwech diouzh renk e c'hoari ar PSG a-enep d'ur skipailh eus Breizh 

Goude Pondi en Oriant disul, e vo o c'hoari ar PSG a-enep da Wengamp, warc'hoazh da noz. Ur c'hrogad melldroad evit kard gourfenn kib al lig. N'eus nemet Liverpool a zo deuet a-benn da reiñ lamm d'ar barizianed ar bloaz-mañ, met mont a ra gwelloc'h gant Gwengamp abaoe  un nebeud sizhunvezhioù. Neuze o deus fiziañs suporterien War Raok a-raok ar c'hrogad, evel Garan Liñtanff.

Ur cheñchamant bras e bed al luderezh e Breizh

Abaoe ar 1añ a viz Genver e labour asambles daou luder ampart war ar vombard hag ar biniou : Tudual Hervieux ha Jorj Botuha. Un dimez laouen eo, a zispleg deomp Jorj Botuha.