Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Serret e oa bet ar stal Gad e Lambaul-Gwimilio e 2014
Serret e oa bet ar stal Gad e Lambaul-Gwimilio e 2014 © Radio France - Nicolas Blanzat

Les informations en langue bretonne

Diffusion du mercredi 9 janvier 2019 Durée : 10min

Distrujet e vo savadurioù kozh ar stal Gad. E 2014 e oa bet serret al lazhti moc'h e Lambaol-Gwimilio, hag hon eus klasket gouzout petra eo deuet da vezañ an implijidi.

Disavet e vo lazhti Gad e Lambaol Gwimilio

Abaoe 4 bloaz eo serret an uzin, lec'h ma ’z eus bet betek 1200 den o labourat. Tro 900 e oant e 2014, pa ’z eus bet divizet serriñ ar sal Gad. Lod anezho a zo dilabour c'hoazh, lod all o deus cheñchet micher, evel Jean-Claude a zo bremañ micherour war un atant. 

Soñj ar jiletennoù melen war an diviz broadel bras

Piv, penaos, evit komz eus petra : n'eo ket sklaer c'hoazh penaos e tremeno ar vreutadeg vroadel a vo aozet a-benn sizhun gant ar gouarnamant. Evit klask sioulaat fulor ar jiletennoù melen e oa bet divizet prientiñ seurt traoù, met n'eo ket gwall entanet lod anezho, evel Jean-Luc Mingant.

Arc'hantaouet e vo raktresoù e brezhoneg e Kreiz-Breizh gant ur c'hlub "Cigales" 

Pal ur c'hlub "Cigales" a zo arc'hantaouiñ raktresoù lec'hel ha kengred, evit sikour an ekonomiezh kengred e lec'hioù m'eo diaes sevel stalioù pe embregerezhioù. Tro 70 klub a zo e Breizh, hag e Bro Karaez ez eus bet krouet unan a skoazello raktresoù a lak ar brezhoneg war wel. Bep miz e vez espernet 20 euro gant 9 den, en o zouez Fulup Kere, ezel eus ar gevredigezh Raok.