Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Saloñs Azimut Brest a zo er mare-mañ
Saloñs Azimut Brest a zo er mare-mañ - Azimut

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du vendredi 25 janvier 2019 Durée : 9min

Komzet e oa ganeomp gant Michel Toutous, paotr ar girri-nij diwar-benn Emiliano Sala. Bet e oamp ivez da heul liseidi e trepasoù ar saloñs Azimut.

20 000 lisead.ez e saloñs Azimut 

20 000 a liseidi hag o zud a zo gortozet e saloñs Azimut Brest. Digoret zo bet dorioù ar saloñs diriaou ha digor e vint betek disadorn. Peadra kaout titour diwar-benn ar stummadurioù goude ar vachelouriezh. Klasadoù Prépa, skolioù IUT, klasoù arbenniket, BTSoù ha kement-zo holl. Jañ-Luk Bergot  zo bet da gaozeal gant liseadezed, kentañ klas, lise an Elorn, e Landerne. 

Sala : penaos an diaoul eo c'hoarvezet ar gwallzarvoud ? 

Diaes da gompren c'hoazh petra zo en em gavet gant karr-nij Emiliano Sala. Michel Toutous, zo o labourat er BTI (Bureau de transmission des informations) en vol e galleg flour. Er radar e Loperhet, emañ, ar voul wenn vras gwelet war vord an hent tizh e Bro Leon. Heuliañ a ra a-dost an afer-mañ.