Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Ruz-flamm eo kartenn Air Breizh e departamantoù-zo
Ruz-flamm eo kartenn Air Breizh e departamantoù-zo - Air Breizh

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du mardi 26 février 2019 Durée : 12min

Ul livadenn vras e koun Olier ar C'hlainche a zo bet fardet war voger un ti e Karaez. Displegadennoù ur skiantourez arbennik war saotradur an aer. Ha poent e vefe gwelet muioc'h a vrezhoneg e skol-veur Roazhon 2.

Ul livadenn vras e koun Olier ar C'hlainche a zo o paouez bezañ treset e Karaez.

Bloaz 'zo e oa bet lazhet ar breizhat Olier ar C'hlainche, aet da stourm gant arme kurd ar YPG e bro Siria. E rannvro Afrin e oa bet lazhet gant arme bro Durkia, an hini lezanvet Kendal Breizh. Bloaz goude e varv o deus bet c'hoant e vignoned fardañ al livadenn-se. Pennad-komz gant ur mignon deus Kendal Breizh ouzh mikro gant Katell Uguen. 

Saotret an aer e Breizh, Lil, Pariz... 

Saotret mat an aer e Lyon, Pariz, e Lil eo bet divizet hiriv, evit ar wech kentañ, e vefe difennet d'ar c'hirri-tan saotrus da vont e kreiz-kêr. E Breizh, ha kentoc'h e Breizh Uhel eo saotret ivez an aer. Muzuliet e vez kement-all gant ar gevredigezh Air Breizh. Ruz ha ruz mat eo ar gartenn embannet gant Air Breizh.  Gwelloc'h nompas ober sport pe pourmen e-pad hir amzer. Displegadennoù gant Essyllt Louarn, skiantourez arbennik war saotradur an er strollad RISMAS, e skol veur Kreizteiz Pariz.

Treut plas ar brezhoneg e skol-veur Roazhon 2

E 2008 en oa prezidant skol-veur Roazhon 2 sinet ar garta Ya d'ar Brezhoneg. Dibaoe n'eo ket aet brezhonekadur al lec'h war-raok pa ne gaver brezhoneg nemet 'barzh ur savadur ha war un nebeut panelloù degemer. Adlañset e vo ar stourm gant ar stroll Brezhoneg er skol-veur a-benn gwelet lakaet muioc'h war wel hor yezh. Warlene e oa bet roet arguzennoù a vil-vern gant prezidant Roazhon 2 evit nompas diorroiñ ar brezhoneg. Spi n'eus Azenor Kallag,  perzh 'barzh ar stroll Brezhoneg er skol veur ne vo ket klevet ar memes abegoù toull.