Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Bag Enez Sun eus kompagnunezh Penn ar Bed.
Bag Enez Sun eus kompagnunezh Penn ar Bed. © Radio France - Léo Rozé

Les informations en langue bretonne Léo Rozé

Diffusion du mardi 5 mars 2019 Durée : 10min

N'eus ket tu da vont d'enez Sun gant bag kompagnunezh Penn ar Bed dibaoe un nebeut devezioù. O prientiñ dastumadeg boued ar "Restos du coeur" emañ tud a youl vat. Ur plac'h hag a sav videoioù evit displegañ penaos e c'heller digreskiñ al lastez.

Dibaoe penn-kentañ ar sizhun dremenet ne ya ket bag an enez Sun davet an douar-vras na davet ar roc'h. Ur stokadenn a zo bet e-barzh ar viñs ha daoust m'emañ o vezañ kempennet, n'eus bet all ebet evit kemer e blas. Annezidi an enez Sun en em sant dilezet.  

Disoñjet omp" Dominique Spinec, perc'henn al leti-preti Ar Men

Ar vag "enez Sun" a zlefe bezañ kempennet dimerc'her. Testoù a vo graet diouzh ar mintin ha fiziañs o deus an enezourien e vint pozitivel hag e c'hellint treizañ adarre.

Dastum boued bras "Restos du coeur"

O prientiñ emañ tud ar "Restos du coeur" o dastum boued bras, a-benn fin ar sizhun. Aozet e vez e bro Frañs a-bezh digwener ha disadorn, hag a-bouez tre eo an darvoud-mañ evit ar gevredigezh. Kanañ a raio "Les enfoirés" e Bourdel digwener da noz ivez. 

E Kemper e vo war-dro 140 den a youl vat. "E gourmarc'hadoù e vint o c'houlenn boued a c'hell bezañ miret digant an dud" a lar Bernard Moguerou, ezel eus "Restos du coeur" Kemper.

Penaos e c'heller digreskiñ al lastez ?  

_"Far Waste Objectif Zéro Déchet"_, setu anv pajenn Facebook ha chadenn YouTube Claire Cariou. Ar gelennerez yaouank a Waien a zo en em droet bloaz 'zo war zu digreskiñ al lastez. Gant he c'hamera ez a davet tud o tispakañ deiz kevrinoù evit produiñ an nebeutañ posubl a zilec'hioù.  Fardañ tawashi gant pilhoù e-plas kempenn al listri gant spouennoù, sevel ur c'hompost. A-bep-seurt a ginnig Claire e-barzh he videoioù.