Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Arnaud Dhallenne en 2017. (Archive)
Arnaud Dhallenne en 2017. (Archive) - Page Facebook Club Croisière Aventure

Les informations en langue bretonne Léo Rozé

Diffusion du mercredi 6 mars 2019 Durée : 9min

Ur skiper breizhat a zo kollet er meurvor Atlantel, Arnaud Dhallenne e anv, bet skipailhad Eric Tabarly. Klasket e vez war lerc'h tud a zo a-du da reiñ o gwad. Ha Stad Roazhon a zegemero Arsenal e kip Lig Europa mell-droad diriaou da noz.

Kollet eo ar martolod breizhat Arnaud Dhallenne er meurvor Atlantel. Kouezhet e oa en dour dimeurzh, o vageal e oa gant pemp den, er-maez da vro Arc'hentina. Skipailhad Eric Tabarly e oa bet ar paotr. Ur vaouez a zo kollet er mor ivez. 

E-bourzh "Le paradise" e oa ar c'hwec'h den, ur vag dre lien eus embregerezh Arnaud Dhallenne. Touristed, ar martolod hag e genlabourerez, Morgane Ursault-Poupon he anv, merc'h Philippe Poupon. E Sant Malou eo staliet o embregerezh.

Klasket e vez war lerc'h tud a zo a du da reiñ o gwad

Mallus eo, ur galv a zo bet lañset gant an EFS, an aozadur a ra war dro an dastumadegoù gwad evit an dud klañv. Mankout a ra gwad. Ha n'eus ket deuet kalz a dud en dastumadegoù a zo bet aozet abaoe penn kentañ ar bloavezh. Ezhomm 'zo eus dek mil den o reiñ o gwad bemdez, eme an EFS. Hag evit bezañ a live gant an ezhommoù e rankfe tregont mil den ouzhpenn dont da reiñ gwad e miz Meurzh.

Stad Roazhon a zegemero Arsenal e kip Lig Europa mell-droad

Leun chuck a dud e vo ar Roazhon Park diriaou vintin. 90 000 den o doa klasket prenañ ur bilhed. Kousket o doa tud 'zo dirak ar stad digwener da noz evit kaout bilhedoù. Met 30 000 plas a zo er stad nemetken. Ar wech kentañ eo da skipailh mell droad Roazhon mont ken pell e kip Europa. An eizhvet tro diwezhañ eo.