Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Germain Ferec hag Hocine Nedjar e ti ar Radio e Pariz
Germain Ferec hag Hocine Nedjar e ti ar Radio e Pariz © Radio France - D.R

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du lundi 11 mars 2019 Durée : 10min

Marvet eo ur vaouez deus Kerien e gwallzarvoud karr-nij an Ethiopian Airlines. Laouen meurbed Hocine Nedjar da c'houzout n'eo ket ken Abdelaziz Bouteflika war ar renk evit an dilennadeg Prezidant e Bro Aljeria ! Ha berzh abominapl 'ra mediaoueg Brest, ouzhpenn ur milion a dud a zo bet enni.

N'eo ket ken Abdelaziz Bouteflika war ar renk

Divizet en deus Abdelaziz Bouteflika lakaat un dermen d'e vuhez politikel. Embannet en deus bremaik ne vefe ket ken war renk evit mont da Brezidant Bro Aljeria. Laouen meurbed eo Hocine Nedjar, a-orin deus Bro Aljeria. 

Marvet eo ur vaouez deus Kerrien e gwarllzarvoud an Ethiopian Airlines

Ur vreizhadez a oa 'barzh ar c'harr-nij hag a zo kouezhet en Ehiopi disul. Ar vaouez oadet a bevar bloaz ha tregont a orin deus Kerrien kichen Kemperle a 'oa e-bourzh ar Boeing 737 deus ar gompagnunez Ethiopian Airlines. Neubeut goude bezañ dibradet eo kouezhet ar c'harr-nij. Sarah Auffret a laboure war dachenn an endro. Displegadennoù Katell Uguen. 

Ouzhpenn ur milion a dud zo bet e vediaoueg ar Gapusined e Brest  

Dindan daou vloaz ez eus bet ur milion a dud o vont da amprestiñ levrioù, da lenn anezho pe da gaout plijadur gant c'hoarioù video. Ouzhpenn 120 000 diell a zo bremañ kinniget er vediaoueg Fañch Mitterrand. "Pa oamp o prientiñ ar vediaoueg a-raok e tigorfe ne soñjemp ket e vefe kement a dud o tremen" eme Klervi Abalan, levraouegerez e rouedad levraouegoù Brest.