Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Ar c'hazetenner Bruno Bois-Robert az aio da besketaer
Ar c'hazetenner Bruno Bois-Robert az aio da besketaer © Radio France - Tudi Crequer

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du mardi 12 mars 2019 Durée : 13min

Aet eo d'ar strad ar Grande America. Un danvez-ofiserez war bigi a gomers a zisplego deomp penaos int stummet war an tanioù-gwall a zo war seurt batimantoù. Sizhunvezh micherioù ar mor eo, ha Bruno Bois-Robert a zisplego deomp perak en deus kuitaet ar vicher a gazetenner evit mont da besketaer.

Aet eo d'ar strad ar Grande America 

Aet eo ar vag Grande America d'ar strad a-benn ar fin. Al lestr-karg italian a oa peg an tan ennañ e donvor da Vreizh dibaoe disul. Dibosupl 'oa dont a-benn d'ar flamennoù. Rust eo bet ar mor en deizioù paseet ha hej-dihej e oa ar vatimant hag ar gargad a oa enni. Kirri-tan a oa chareet gant ar Grande America ha lastez a-bep-seurt. Danvez saotrus neuze. Enora Drouet a zo danvez ofiserez war bigi a goñvers. Ober a ra he studioù e Anvers hag ur sell aketus n'eus war pezh a zo c'hoarvezet gant ar Grande America. 

Enora Drouet, danvez ofiserez war ur vag-lestr  - Aucun(e)
Enora Drouet, danvez ofiserez war ur vag-lestr - DR

A gazetenner da besketaer    

Sizhunvezh micherioù ar mor eo betek ar 16 a viz Meurzh. 900 micher disheñvel hag ouzhpenn 500 000 den a zo o labourat e darempred gant ar mor. Da geñver ar sizhunvezh broadel-mañ e vez graet brud evit broudañ an dud da vont da besketaer da skouer. Pedet e oa bet ganeomp Bruno Bois Robert. Kazetenner e oa en tele evit TF1 ha chadennoù all. War ur stummadur evit mont da besketaer emañ bremañ.