Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Peñse n'eus graet ar Grande America dec'h
Peñse n'eus graet ar Grande America dec'h - Marine Nationale

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du mercredi 13 mars 2019 Durée : 10min

Peñse ar Grande America : kounnac'h Dour ha stêrioù Breizh. War hent Londrez emañ suporterien Roazhon a-raok ar c'hrogad a-enep da Arsenal. Ouzhpenn 1000 bugel a zo o teskiñ brezhoneg e skolioù Bro Gemper !

Grande America : kounnac'h Dour ha stêrioù Breizh 

45 kontener a oa leun a broduioù kimiek, 100 tonenn asid kloridrik pe 70 tonenn asid sulfurik, hag all... 2200 tonenn eoul maen a oa ivez e korf ar Grande America.. Aet e oa d'ar strad, 4300 metr e foñs ar meurvor tro 350 kilometrad er-maez deus aodoù Breizh. Hervez prefed ar meurvor ez eus riskloù e vefe saotret aodoù Su Breizh. "N'eo ket ar wech kentañ ha siwazh n'eo ket ar wech diwezhañ" eme Brieuc Le Roc'h, eus ar gevredigezh Dour ha Stêrioù Breizh. 

War hent Londrez emañ suporterien Roazhon 

Warc'hoazh e vo da glevet ar c'hrogad etre Roazhon hag Arsenal. Skignet e vo ar match war France Bleu Breizh Izel adalek 21e. Skipailh Breizh Uhel a glasko reiñ lamm da skipailh Londrez.  Ar wech kentañ eo d'ar Roazhoniz kemer perzh e pevare tro diwezhañ an Europa League. Kalzig a suporterien deus skipailh Roazhon az aio e Londrez evit harpañ ar c'hoarierien. En o zouez Gwenole Oreal, paotr Kemper ha sot gant skipailh Roazhon. Dindan an anv Wayne Rennais z'eus moien lenn e taolioù imor war twitter :

Ouzhpenn 1000 bugel o teskiñ brezhoneg e skolioù Bro Gemper ! 

Biskoazh kement-all, pevar lagad d'ar marc'h dall !  Ouzhpenn 1000 bugel a zo bremañ en hentennoù divyezheg pe dre soubidigezh e Kemper Breizh Izel, kumuniez kumunioù bro Gemper. Skolioù all a vo digoret c'hoazh. Unan gant Diwan 'benn 2020 hag unan all gant ar skolioù publik 'benn miz Gwengolo. Pennad-komz gant Vefa Guenegan, karget deus ar brezhoneg e ti-kêr Kemper.