Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Vendredi les jeunes sèchent les cours pour alerter sur le réchauffement climatique.
Vendredi les jeunes sèchent les cours pour alerter sur le réchauffement climatique. © Radio France - Margaux Caroff

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du jeudi 14 mars 2019 Durée : 7min

Manifestiñ a vo graet gant ar yaouankizoù warc'hoazh, bet omp da welet skolajidi Diwan ar Relek-Kerhuon. Bet e oamp da vanifestadeg mistri-skol Brest a-enep d'al luskoù skol nevez.

Poent cheñch penn d'ar vazh a lavar yaouankiz ar bed a bezh  

Galvet eo ar yaouankizoù da gerzhout warc'hoazh evit difenn an hin. Skolajidi Diwan ar Relek, o deus savet un strollad a-ratozh, lezanvet Kren-douar. Dastum lastez a raint warc'hoazh beure, war aod ar Vilin Wenn, er Relek-Kerhuon a zispleg Joskuñ, en trede klas, ha kenaozer an dervezh. "Ma ne vez graet 'tra e vo dindan live ar mor Hawaï hag Enez Sun da skouer." Dibunet e vo ganto goude e straedoù Brest.   

Stourm 'ra mistri-skol Brest a-enep cheñch luskoù skol  

350 a dud o deus manifestet ar mintin-mañ e Brest, skolaerien darn vrasañ anezho. Gervel a rae an holl sindikadoù d'an harzh labour evit talañ ouzh raktres an ti kêr. Lusket e vefe da neuze ar zizhunvezh gant pevar dervezh hanter skol. Anv 'zo ivez gant an ti-kêr hiraat prantad an TAP, an amzer tro-skol, e kreiz an deiz. Jañ-Luk Bergot zo bet da heul ar vanifesterien e straedoù Brest komzet en deus gant Selina, skolaerez e skol Jacquart e Brest, gant Eric, tad bugale skoliatet e Brest ha gant Antoine Gauchard, dileuriad SNUIPP Penn-ar-Bed.

An diviz bras : betek 9e un abadenn ispisial enrollet e Montroulez

Da geñver an diviz broadel bras, "le grand débat national" e oa bet aozet un diviz e brezhoneg e Montroulez d'ar Sadorn 9 a viz Meurzh. Deuet e oa 80 den da gomz diwar-benn an demokratelezh, an digreizennañ hag ar geodedouriezh.