Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Jean-Marc Furlan, entraîneur du Stade Brestois
Jean-Marc Furlan, entraîneur du Stade Brestois © Radio France - Thomas Lavaud

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du vendredi 15 mars 2019 Durée : 11min

Echuiñ a ra fenoz prantad an divizoù bras, paotr e roched melen n'eus roet e soñj. Gouel Sant Padrig : "Soft power" Bro Iwerzhon. Difennet eo da suporterien Brest mont d'ar Voustoer.

Echuiñ a ra fenoz prantad an divizoù bras

Pemp miz'zo e oa bet gwelet ar rochedoù melen kentañ war kroazioù-hent-tro bro frañs... Abaoe ar 15 a viz Genver ez eus deus divizoù bras e pep lec'h er vro. Ar re ziwezhañ a zo neuze. Jean-Luc Mingant a oa bet da vanifestiñ gant ur roched melen pa oa krog an emsavadeg. Ne z'a ket mui da vanifestiñ ha n'eo ket evit krediñ kenneubeut e servijo d'un dra bennak an diviz bras mañ.

Gouel Sant Padrig : "Soft power" Bro Iwerzhon 

Lidet e vez gouel ar Sant Padrig tro-dro d'ar bed en dibenn-sizhun mañ Eveljust pa komzomp diwar-benn ar gouel-mañ omp techet da soñjal er banneoù bier, d'ar Guinness eveljust. Gaël Simon a labour er breujoù e Pariz. Pedet e oa bet da greizteiz e kannadti Bro Iwerzhon e Pariz. Hag anat evitañ eo ivez Gouel Sant Padrig un digarez brav evit ar vro d'ober brud vat.

Difennet eo da suporterien Brest mont d'ar Voustoer

Warc'hoazh ne vint ket o suportiñ ar memes skipailh, padal Tangi Gueganton ha Youn Nikolaz a zo kounnac'het memes mod. Difennet eo da suporterien Brest mont da stad ar Voustoer warc'hoazh. N'eus ket c'hoant Prefed ar Mor-bihan gwelet suporterien Brest en Oriant kuit na vefe reuz suporterien an div skipailh.