Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

 "Marplij arabat mont kuit, o karout a reomp !" o manifestiñ e oa Enora Thepaut disadorn e Londrez
"Marplij arabat mont kuit, o karout a reomp !" o manifestiñ e oa Enora Thepaut disadorn e Londrez - Enora Thepaut

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du lundi 25 mars 2019 Durée : 11min

Komzet hon eus deus ar Brexit gant Enora Thepaut, o vevañ e Londrez abaoe 2008. Deputeed Parlamant Europa a voto warc'hoazh reform europat ar gwirioù oberour. Hag ur mikro-magouri nevez e brezhoneg e Brest.

Brexit : "a-bouez e oa evidon manifestiñ rak ne m'oa ket gellet votiñ"  

Tro 300 000 gall a zo o vevañ er Rouantelez Unanet hervez kannadti Bro Frañs er Rouantelez Unanet. An darn vrasañ diouto a zo o vevañ e Londrez. Strafuilhet int holl gant ar Brexit. Enora Thepaut zo grafourez e Londrez abaoe 2008. Manifestiñ n'oa graet disadorn tremenet e mesk ar mor a dud o c'houlenn e chomfe RU en UE. 

Reform ar gwirioù oberour a-benn paeañ gwelloc'h an arzourien hag ar mediaoù

Paeañ an arzourien, ar mediaioù pa vez implijet o oberennoù, setu ur reolenn hag a vez doujet er bed gwirion. N'eo ket gwir atav avat war an internet, setu perak e vez tabutet er mare-mañ diwar-benn ur reform europat evit ar gwirioù oberour, droits d'auteur ma fell deoc'h. Reiñ galloud en-dro d'ar re a brodu ha n'eo ket d'ar re hag a dreuskas hep doujañs, aze 'mañ ar pal. Maiwenn Raynaudon Kerzerho a zo kazetennerez evit ar gelaouenn Bretons. Hervezi o deus an dud kollet ar santimant e oa ret paeañ.

Ur mikro-magouri nevez e brezhoneg e Brest

A-benn bloaz e vo ur c'hinnig nevez evit lakaat diwall e vugale e Brest. Er glann zehoù e vo silet brezhoneg 'barzh divskouarn ar re vihanañ gant ur mikro-magouri dre soubidigezh. Skoazellet eo Babigoù Brest, gant Babigoù Breizh. Ar pal a zo liessaat ar c'hinnig d'ar vrestiz. Pennad-komz gant Gladez Piriou e penn ar raktres.