Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Journaux 2
Journaux 2 © Radio France - Fololia

Les informations en langue bretonne Léo Rozé

Diffusion du mercredi 27 mars 2019 Durée : 11min

Fuloret eo an holl sindikadoù kargidi abalamour ma 'fell d'ar gouarnamant lemel kuit 120 000 post labour kargad. Chom gant ar 80km/e pe distreiñ d'ar 90km/e ? Ober a ra Paul Molac ar Buzz war Tweeter, gant un tweet diwar-benn Katalonia.

Reuz a zo etre ar gouarnamant hag ar gargidi peogwir e fell da skipailh Emmanuel Macron, e-giz en doa-eñ prometet, lemel kuit 120 000 post labour kargad. Graet e vefe a-benn 2022. 

Embannet eo bet ar raktres-se dimerc'her vintin, goude emvod ar vinistred. Klask a rint kas an destenn war raok buan a-walc'h, evit bezañ asantet a-raok an hañv. 

Manifestet o deus kantadoù a gargidi e Pariz, e karter an Elysée. Ha tud all e kerioù all. An holl sindikadoù a zo a-enep an destenn. Andre ar Gars, dileuriad ar CFDT e Breizh, a zo spontet gant pezh a fell d'ar gouarnamant ober.

Daoust hag-eñ emaomp o vont da zistreiñ d'an 90km/eur war an holl hentoù ?

Votet ez eus gant ar senedourien evit ma vo echu gant reolenn ar 80km/eur, e pep lec'h. Pep departamant a c'hellfe dibab : chom an traoù evel m'emaint, pe distreiñ d'ar reolenn a oa a-raok (90km/eur war an hentoù).  Ne vo ket lakaet ar reolenn e pleustr keit na vo ket votet gant ar gannaded

Ober a ra Paul Molac ar Buzz war Tweeter

Gant un tweet diwar-benn Katalonia. Dalc'het e vez e Madrid prosez ar re o doa aozet ar referendom evit dizalc'houriezh Katalonia, e miz Here 2017. 

Sinet ez eus bet un destenn gant 41 senedour, evit lar n'int ket a-du e vefe barnet dilennidi ha politikourien eus katalonia.  Hag o c'houlenn digant ar gouarnamant ha digant Europa klask sederaat ar jeu etre Katalonia ha gouarnamant Spagn.  

Respontet ez eus bet dezhe gant ministrez aferioù Europa, Nathalie Loiseau, dre vras, ez eus un afer a sell Bro Spagn nemetken. Ha n'o deus ket ar senedourien da lakaat o fri e-barzh an dra-se. Pezh en deus lakaet Paul Molac, kannad ar Morbihan, da fuloriñ.