Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Seder eo Jocelyn Gourvennec a-raok ar gourfenn 'enep da Strasbourk
Seder eo Jocelyn Gourvennec a-raok ar gourfenn 'enep da Strasbourk © Maxppp - Nicolas Créach

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du vendredi 29 mars 2019 Durée : 10min

Rochedoù melen : gwarezet mat eo uzin Nobel Sport a-raok ar vanifestadeg. Moien e vo heuilhañ gourfenn kib al lig e brezhoneg ! Abadennoù a-benn mestroniañ an niverel a zo kinniget emberr ha warc'hoazh gant an Ubapar.

Rochedoù melen : gwarezet mat eo uzin Nobel Sport

En em gavet eo an archerien e Pont ar Veuzenn. Manifestiñ 'raio ar rochedoù melen warc'hoazh ha disul. Dibabet o deus mont er gumun-mañ deus kreiz penn ar bed peogwir zeus aze deus an uzin Nobel Sport. Gortozet int dija gant 200 archer, chas hag ur viñs-askell. Displegadennoù Jean-Luc Bergot.

Heuilhañ gourfenn kib al lig e brezhoneg ! 

"A-benn disadorn e kinnigo ar gengevredigezh Raok - Brezhoneg e Kreiz-Breizh hag ar gevredigezh Emglev Bro Karaez un abadenn un tamm dibar : heuliañ gourfenn Kib al Lig etre Gwengamp ha Strasbourg... e brezhoneg !" Padrig Feroc hag e gomper Kadvael Jolived a ginnigo deoc'h ar match. Moien e vo ivez heuliañ ar c'hrogad o vont d'o gwelet en davarn "La Brasserie" e Karaez, pe o vont war al lec'hienn-mañ : http://mixlr.com/radio-chilou-sant-pever/ Komzet hon oa gant Padrig Feroc. 

Moien e vo eveljust deoc'h ivez selaou diouzh ar match e galleg war gwagennoù France Bleu Breizh Izel. Un abadenn ispisial a vo adalek 20e. 

Abadennoù deskadurezh pobl diwar-benn an niverel

Emberr ha warc'hoazh vezo lusket abadennoù diwar-benn an niverel e Kergrist-Moelou. Kinniget eo an abadennoù gant an UBAPAR, unvaniezh buheziñ maezioù Breizh. Komzet e vo neuze diwar-benn an urzhiataerezioù, an tablezennoù, ar Smartphonoù ha kement zo tout. Pennad-komz gant Maelle Ausias, plac'h an UBAPAR.