Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Estreget produiñ laezh ez eus muioc'h mui a saverien moc'h biologel da skouer
Estreget produiñ laezh ez eus muioc'h mui a saverien moc'h biologel da skouer © Maxppp - Jean-Luc Flémal

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du lundi 1 avril 2019 Durée : 11min

Komzet hon oa diwar-benna r roched melen deus Brest kaset d'an toull bac'h. 3000 atant biologel a zo bremañ e rannvro Breizh. Ha war skouer Gwengamp ez eus bremañ tu bezañ aksioner kleub basket Kemper !

Kaset eo bet d'an toull bac'h ur roched melen deus Brest 

Tamallet eo bet dezhañ gant ar justis bezañ taolet bitrakoù hag ur c'hoktail moltov war ar boliserien ar sizhun tremenet. E kreiz an noz o doa klasket un ugent roched melen stankadoù an hentoù az a davet ar pourvezioù eoul-mein war porzh a goñvers Brest. Displegadennoù gant Léo Rozé. 

3000 atant bio a zo bremañ e rannvro Breizh.

1200 tiegezh biologel a oa e rannvro Breizh dek vloaz'zo, hag ouzhpenn 3000 atant bio a zo e rannvro Breizh. Muioc'h mui a beizanted az a davet al labour douar biologel. Kreskiñ a ra kement an niver a atantoù bio e Breizh eget e lec'h all eme Didier Caraes o labourat er gambr labour-douar broadel. 

Ujap family : mennet oc'h da vezañ aksioner ar c'hleub ? 

Kemer a ra harp kleub basket Kemper war skouer kleub melldroad Gwengamp hag e gevredigezh Kalon.  Moien e vo da neb a gar bezañ "aksioner". Ar wech kentañ eo d'ur c'hleub Pro B ober kinnig kement-all. Keven ar Fur eo prezidant ar gevredigezh Ujap Family. Ar pal zo lakaat ur c'hant suporter.ez da emezelañ.